Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 10:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hogen, setu aman hanoiou an daouzec abostol: Ar c’henta, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur; Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur;

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

2 Hag hanhueu en deuzêc Abostol e zou er ré‐men: er hétan Simon e halhuér Pierre, hag Andreu é vrér.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 10:2
44 Referencias Cruzadas  

C’hwec’h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur, hag o c’hasas a-du war ur menez uhel.


Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas outañ gant he mibien hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ.


Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken.


Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c’halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.


Hag ac’hano, o vont un tamm a-raokoc’h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.


Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev.


Evel ma oa azezet war Venez an Olived dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a c’houlennas a-du digantañ:


An ebestel a zeuas da gavout Jezuz hag a lavarjont dezhañ kement o doa graet ha kement o doa kelennet.


Setu perak furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel, hag e lazhint lod anezho ha lod all a wallgasint,


Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol an daouzek abostol gantañ.


hag e kasas Pêr ha Yann, o lavarout: It da gempenn deomp ar Pask evit ma tebrimp anezhañ.


kenkoulz evel e Jakez ha Yann mibien Zebedea, kenseurted da Simon. Jezuz a lavaras da Simon: Na’z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud bev.


An ebestel, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ kement o doa graet. O vezañ o c’hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec’h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida.


Filip a zeuas hag en lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz.


Unan eus e ziskibien, a oa karet gant Jezuz, a oa astennet harp ouzh bruched Jezuz.


Neuze e redas hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet o deus an Aotrou eus ar bez, ha n’ouzomp ket pelec’h o deus e lakaet.


Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea ha daou all eus e ziskibien a oa asambles.


Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war o lerc’h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini en doa en em bleget war vruched Jezuz e-pad ar goan hag en doa lavaret: Aotrou, piv eo an hini a zroukro ac’hanout?


An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.


Jezuz a lavaras neuze d’an daouzek: Ha c’hwi, ha ne fell ket deoc’h mont kuit ivez?


Jezuz a respontas dezho: Ha ne’m eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac’hanoc’h a zo un diaoul.


Komz a rae diwar-benn Judaz Iskariod mab Simon, rak hemañ eo a dlee e zroukreiñ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.


Unan eus e ziskibien, Andrev breur Simon-Pêr, a lavaras dezhañ:


Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.


Tennañ a rejont d’ar sord hag ar sord a gouezhas war Matiaz, hag a voe lakaet e renk an unnek abostol.


Lazhañ a reas dre ar c’hleze Jakez breur Yann.


Pêr ha Yann a bigne a-unan d’an templ da eur ar bedenn, da lavarout eo an navet eur.


Goude-se eo en em ziskouezet da Jakez, ha goude d’an holl ebestel,


Eñ eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, lod all da brofeded, lod all da avielourien, lod all da bastored ha doktored,


Rak-se, breudeur santel o deus lod er c’halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,


Pêr, abostol Jezuz-Krist, d’ar re zibabet a vev evel diavaezidi stlabezet er Pont, e Galatia, e Kapadokia, en Azia hag e Bitinia,


Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d’ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist:


An henaour, d’an Itron dibabet ha d’he bugale, a garan er wirionez, ha nann me va-unan met ar re holl o deus anavezet ar wirionez,


An henaour, da C’haiuz ar c’haret-mat, a garan er wirionez.


Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d’e servijerien an traoù a dle c’hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d’e servijer Yann,


Me, ho preur Yann, unanet deoc’h en anken, er rouantelezh hag er c’hendalc’husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c’her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.


Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc’h abeg.


Ha me, Yann, me eo an hini en deus gwelet ha klevet an traoù-mañ. Ha goude bezañ o c’hlevet ha gwelet, e kouezhis da dreid an ael o diskoueze din evit e azeuliñ,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos