Setu, int amañ a zeu a-bell, ar re-se eus an hanternoz hag eus ar c'huzh-heol, ar re-hont eus bro ar Sinianed.
Sant Marc 7:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl. E bediñ a reas da gas an diaoul kuit eus he merc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar vreg‐se a oa Grekes, ginidic euz a Syrophenisia; hag e pedaz anezhan da gas an drouk‐spered er meaz euz he merc’h. |
Setu, int amañ a zeu a-bell, ar re-se eus an hanternoz hag eus ar c'huzh-heol, ar re-hont eus bro ar Sinianed.
Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc’h a zo gwall boaniet gant un diaoul.
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Rak ur wreg, a oa trec’het he merc’h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d’e dreid.
Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc’h, rak n’eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d’ar chas bihan.
N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.
Amañ n’eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc’het na diamdroc’h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.