Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 7:26 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 Ar vreg‐se a oa Grekes, ginidic euz a Syrophenisia; hag e pedaz anezhan da gas an drouk‐spered er meaz euz he merc’h.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl. E bediñ a reas da gas an diaoul kuit eus he merc’h.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 7:26
7 Referencias Cruzadas  

Ha setu eur vreg euz a Ganaan, hag a zeue euz ar c’hosteziou‐ze, a griaz, o lavaret dezhan: Aotrou, mab David! bez truez ouzin! va merc’h a zo gwall‐dourmantet gant an drouk‐spered.


Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalc’het gant meur a glenved hag a wall‐boan, hag ar re dalc’het gant an drouk‐spered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic; hag hen a iac’hae anezhe.


Rag eur vreg, hag a oa dalc’het he merc’h gant eur spered impur, o veza klevet komz anezhan, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid.


Ha Jesus a lavaraz dezhi: Lez da genta ar vugale da gaoud ho gwalc’h; rag n’eo ket deread kemeret bara ar vugale, hag he deurel d’ar chass bihan.


N’euz mui na Judeo na Grek; n’euz nag esclav na den libr; n’euz na goaz na maouez; rag c’houi holl a zo unan en Jesus‐Christ.


Aman n’euz na Grek na Judeo, na circonciset na dicirconcis, na Barbar, na Scythiad, nag esclav na den libr; mes ar C’hrist a zo holl en holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos