Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 7:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc’h, rak n’eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d’ar chas bihan.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 Ha Jesus a lavaraz dezhi: Lez da genta ar vugale da gaoud ho gwalc’h; rag n’eo ket deread kemeret bara ar vugale, hag he deurel d’ar chass bihan.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 7:27
8 Referencias Cruzadas  

Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c’hourc’hemennoù dezho, o lavarout: N’it ket etrezek ar baganed ha n’it ket e kêrioù ar Samaritaned,


Na roit ket an traoù santel d’ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc’h, gant aon n’o mac’hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac’hanoc’h.


Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl. E bediñ a reas da gas an diaoul kuit eus he merc’h.


Met hi a respontas dezhañ: Gwir eo Aotrou, koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale.


Hag e lavaras din: Kae, rak da gas a rin pell bras etrezek ar broadoù.


Lavarout a ran eta ez eo bet Jezuz-Krist servijer an amdroc’hidi evit diskouez gwirionez Doue, evit leuniañ ar promesaoù graet d’hon tadoù


c’hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos