Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.
Sant Marc 6:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Re all a lavare: Elia eo; ha re all a lavare: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Re all a lavare: Elias eo hennes; ha lod all a lavare: Eur profet eo, pe evel unan euz ar brofeted. |
Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.
Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded.
Met Herodez, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibennañ, adsavet eo a-douez ar re varv.
hag e kerzho dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale hag ar re zisentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d’an Aotrou ur bobl tuet mat.
Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl.
Ar farizian en doa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ ur profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.
Int a respontas: Darn a lavar Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded kozh adsavet a varv.
re all e oa en em ziskouezet Elia, ha re all e oa adsavet a varv unan eus ar brofeded kozh.
Hag e c’houlennjont digantañ: Piv out eta? Bez’ out Elia? Eñ a lavaras: N’on ket. Bez’ out ar profed? Eñ a respontas: Nann.
Goulenn a rejont digantañ: Perak e vadezez, ma n’out nag ar C’hrist, nag Elia, nag ar profed?
An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed.
Lavarout a rejont c’hoazh d’an dall: Te, petra a lavarez eus an hini en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a lavaras: Ur profed eo.