Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 6:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Re all a lavare: Elias eo hennes; ha lod all a lavare: Eur profet eo, pe evel unan euz ar brofeted.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Re all a lavare: Elia eo; ha re all a lavare: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 6:15
19 Referencias Cruzadas  

Lod a lavar ez oud Ian ar Badezour; lod all, Elias; ha lod all, Jeremias, pe unan euz ar brofeted.


Hag ar bobl a lavare: He‐man eo Jesus ar profet, pehini a zo euz a Nazareth en Galile.


Herodes eta, o veza klevet komz divar he ben, a lavaraz: Hennes eo Ian, an hini em euz lakeat da zibenna; savet eo a‐douez ar re varo.


Int a respontaz: Darn a lavar ez oud Ian ar Badezour; ha darn all, Elias; ha darn all unan euz ar brofeted.


hag e valeo dirazhan en spered ha gant nerz Elias, evit trei calonou an tadou ouz ar vugale, hag ar re na zentont ket da furnez ar re just, evit prepari d’an Aotrou eur bobl disposet mad.


Hag e oent holl spountet, hag e rentjont gloar da Zoue, en eur lavaret: Eur profet braz a zo savet en hon touez, ha Doue hen deuz bizitet he bobl.


Ar Farizian pehini hen doa pedet anezhan, pa velaz kement‐se, a lavaraz enhan he‐unan: Ma vije an den‐man eur profet, ec’h ouvezje piou eo ar vaouez a douch outhan, ha penaos ez eo eur plac’h a vuez fall.


Ar re‐man, o respont, a lavaraz: Lod a lavar Ian ar Badezour; lod all, Elias; ha darn all a lavar ez eo resussitet unan‐benag euz ar brofeted koz.


ha lod all, e oa en em ziskouezet Elias; ha darn all, e oa resussitet unan euz ar brofeted koz.


Piou oud‐te eta, a c’houlenjont diganthan? Ha te eo Elias? Hag e lavaraz: N’e ket me eo. Ha te eo ar profet? Hag e respontaz: Nann.


Goulen a rejont diganthan: Perag eta e vadezez‐te, ma n’oud nag ar C’hrist, nag Elias, nag ar profet?


Hag an dud, o velet ar miracl hen doa great Jesus, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet a dlie dond er bed.


Kalz euz ar bobl, o veza klevet ar c’homzou‐ze, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet.


Lavaret a rejont eta adare d’an dall: Ha te, petra a leverez‐te euz anezhan, pa hen deuz digoret d’id da zaou‐lagad? Hen a respontaz: Eur profet eo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos