An AOTROU en doe keuz da vezañ graet an den war an douar, hag e voe glac'haret a gement-se en e galon.
Sant Marc 3:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac’haret eus kaleter o c’halon, e lavaras d’an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze, o sellet gant coler ouz ar re a oa en‐dro dezhan, glac’haret o velet pegen kaledet e oa ho c’halonou, e lavaraz d’an den‐ze: Astenn da zorn. Hag hen a astennaz anezhan, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile. |
An AOTROU en doe keuz da vezañ graet an den war an douar, hag e voe glac'haret a gement-se en e galon.
Hag e stagas da gomz ar roue o lavarout d'an den Doue: Galv, mar plij, an AOTROU da Zoue, ha ped evidon evit ma c'hello va dorn dont en-dro din. Hag an den Doue a c'halvas an AOTROU, ha dorn ar roue a c'hellas distreiñ dezhañ, evel ma voe diagent.
Displijet-kenañ on bet gant kement-se, hag e taolis holl arrebeuri ti Tobija er-maez eus ar gambr.
E-pad daou-ugent vloaz on bet heuget gant ar rummad-se, hag em eus lavaret: Ur bobl eo en em ziank o c'halon, n'o deus ket anavezet va hentoù.
Neuze e lavaras d’an den: Astenn da zorn. Hag ec’h astennas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.
Lavarout a reas dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, d’an deiz sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.
Neuze an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouz, pep hini ac’hanoc’h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c’hraou d’an deiz sabad ha ne gas ket anezhañ d’an dour?
O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It hag en em ziskouezit d’ar veleien. Hag e c’hoarvezas pa oant o vont kuit, ma voent naetaet.
Neuze, o sellout ouzh ar re holl a oa en-dro dezhañ, e lavaras d’an den: Astenn da zorn. Ober a reas hag e zorn a zeuas yac’h evel egile.
hag e lavaras dezhañ: Kae hag en em walc’h e stank Siloa, da lavarout eo: Kaset. Mont a reas di eta, en em walc’has, hag e teuas o welout sklaer.
Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;
Met o c’hlevidigezhioù a zo bet kaledet betek vremañ. Rak hiziv c’hoazh an hevelep gouel-se a chom pa vez lennet an Testamant Kozh, hep bezañ savet rak n’eo lamet nemet e Krist.
Teñvalaet o deus o skiant, o vezañ pellaet diouzh buhez Doue abalamour d’an diouiziegezh a zo enno ha dre galeter o c’halon,
Dre-se e voen imoret a-enep ar rummad-se hag em eus lavaret: O c’halon en em ziank bepred ha n’o deus ket anavezet va hentoù.
Hag a-enep piv e voe Doue imoret e-pad daou-ugent vloaz, nemet a-enep ar re a bec’has hag a gouezhas o c’horfoù el lec’h distro?
Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,
hag e lavarjont d’ar menezioù ha d’ar reier: Kouezhit warnomp ha kuzhit ac’hanomp a-zirak dremm an hini a zo azezet war an tron hag a-zirak kounnar an Oan,
Hag e lamjont eus o zouez an doueoù diavaeziek, evit servijañ an AOTROU. Truez en doe en e galon dirak glac'har Israel.
Jonatan a savas diouzh taol, droug bras ennañ, ha ne gemeras ket e bred en eil deiz eus al loar nevez, rak glac'haret e oa abalamour da Zavid, dre m'en doa e zismegañset e dad.