Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 4:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Teñvalaet o deus o skiant, o vezañ pellaet diouzh buhez Doue abalamour d’an diouiziegezh a zo enno ha dre galeter o c’halon,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 pere a heuil ar vanite euz ho spered; o veza tenvaleet ho intentamant, hag o veza pell euz ar vuez a Zoue, abalamour d’an ignorans a zo enhe, dre ar galeder euz ho c’halon;

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 4:18
34 Referencias Cruzadas  

Sell ouzh da emglev, rak lec'hioù teñval an douar a zo leun eus toulloù a daerder.


Hag e lamo kuit, war ar menez-mañ, ar ouel a c'holo dremm an holl bobloù, ar c'holoenn astennet war an holl vroadoù.


evit tapout re di Israel dre o c'halon o-unan, int hag a zo holl pellaet diouzhin gant o idoloù.


Met e galon en em uhelaas hag e spered en em galetaas gant lorc'h, hag e voe diskaret diwar e dron roueel ha diwisket eus e c'hloar.


ar struskañval, an toud, ar skrav, ar sparfell hag he rumm,


Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.


Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac’haret eus kaleter o c’halon, e lavaras d’an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.


Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c’halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.


Doue, o vezañ eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c’hourc’hemenn bremañ d’an holl dud en holl lec’hioù kaout keuz,


Bremañ, breudeur, gouzout a ran hoc’h eus graet kement-se dre ziouiziegezh, kenkoulz hag ho pennoù.


Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.


Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;


Petra eta? Ar pezh a glaske Israel n’eo ket bet kavet gantañ, met ar re zibabet o deus henn kavet, hag ar re all a zo bet kaledet,


a gred bezañ rener ar re dall, sklêrijenn ar re a zo en deñvalijenn,


Rak evel ma n’en deus ket ar bed, dre ar furnez-se, anavezet Doue e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue salviñ ar gredourien dre follentez ar prezeg.


ha n’eo bet anavezet gant hini ebet eus renerien ar bed-mañ, rak mar o defe he anavezet, n’o defe ket kroazstaget an Aotrou a c’hloar.


Met o c’hlevidigezhioù a zo bet kaledet betek vremañ. Rak hiziv c’hoazh an hevelep gouel-se a chom pa vez lennet an Testamant Kozh, hep bezañ savet rak n’eo lamet nemet e Krist.


evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.


Gwechall, evit gwir, dre ma n’anavezec’h ket Doue, e servijec’h doueed ha n’int ket doueed dre o natur,


C’hwi a oa marv en ho faotoù hag en ho pec’hedoù,


c’hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed.


C’hwi, hag a oa gwechall diavaezidi hag enebourien dre ho soñjoù hag hoc’h oberoù fall,


hep en em reiñ d’un droukc’hoant fall evel ma ra ar baganed n’anavezont ket Doue,


Gallout a ra kaout truez ouzh ar re a zo en diouiziegezh hag en errol, peogwir eo eñ ivez e-unan e-kreiz an dinerzhded.


met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitañ e-unan hag evit pec’hedoù ar bobl.


Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.


hag evel bugale sentus, n’en em renit ket diouzh droukc’hoantoù ho tiouiziegezh a wechall.


Met an hini a gasa e vreur a zo en deñvalijenn hag a gerzh en deñvalijenn, ne oar ket pelec’h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos