Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Efeziz 4:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 o vezañ kollet pep santad, ez int en em roet d’al loustoni evit ober pep seurt hudurniezh gant taerded.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 o veza kollet pep santimant, ez int en em roet d’an diroll, evit ober peb louzdoni, gant eur ioul direiz.

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 4:19
13 Referencias Cruzadas  

ha pegement muioc'h eo euzhus ha saotret an den a ev an direizhder evel dour?


Chas lontek ez int, ne c'hellont ket bezañ leuniet, mesaerien n'ouzont ket kompren, heuliañ a reont holl o hent o-unan, troet pep hini etrezek e c'hounid, betek an hini diwezhañ,


al laeroñsioù, ar c’hoantegezh, ar fallentez, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.


Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N’en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.


Lakait eta da vervel en hoc’h izili ar pezh a zalc’h d’an douar, ar c’hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc’hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,


dre bilpouzerezh fals-doktored merket o c’houstiañs gant houarn tomm,


Rak a-walc’h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc’hoantoù, er vezventi, er c’horfadoù hag en idolerezh argarzhus.


Met c’hoarvezet eo ganto hervez ur c’hrennlavar gwir: Ar c’hi a zo distroet d’ar pezh en doa distaolet, hag ar wiz a zo en em ruilhet er fank goude bezañ bet gwalc’het.


Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.


Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c’hastaouet ganti ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos