Met an AOTROU a skoas a c'houlioù bras Faraon hag e diegezh en abeg da Sarai gwreg Abram.
Sant Marc 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak en doa yac’haet kalz anezho, en hevelep doare m’en em daole warnañ kement en doa ur c’hleñved evit stekiñ outañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag bez’ hen doa iac’heet kalz anezhe, en hevelep doare ma en em daole varnezhan kement hag ho doa gwall‐glenvejou evit gallout touch outhan. |
Met an AOTROU a skoas a c'houlioù bras Faraon hag e diegezh en abeg da Sarai gwreg Abram.
Ar c'hig a oa c'hoazh etre o dent ha ne oa ket c’hoazh debret, ma teuas fulor an AOTROU d'en em danañ a-enep ar bobl, hag an AOTROU a skoas gant ar bobl o kas dezho ur gouli bras.
Met Jezuz, o c’houzout kement-se, en em dennas ac’hane. Kalz a dud a yeas war e lerc’h. Eñ o yac’haas holl
Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac’haas o c’hlañvourien.
Pediñ a rejont anezhañ d’o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac’haet.
Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
Lavarout a reas dezhi: Merc’h, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h ha bez dizereet eus da gleñved.
E pelec’h bennak ma’z ae, er bourc’hioù pe er c’hêrioù pe war ar maez, e lakaent an dud klañv war al leurgêrioù hag e pedent anezhañ d’o lezel da vihanañ da stekiñ ouzh bord e sae. Hag ar re holl a stoke outañ a oa yac’haet.
O vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall hag en pedjont da stekiñ outañ.
Pignat a reas en unan eus ar bagoù-se, a oa da Simon, hag e pedas anezhañ da bellaat un tamm diouzh an douar. O vezañ azezet, e kelennas ar bobl diwar ar vag.
En eur-se zoken, eñ a yac’haas kalz a dud eus o c’hleñvedoù, eus o mac’hagnoù hag eus drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.
en hevelep doare ma tegased ar glañvourien war ar straedoù hag e lakaed anezho war gweleoù ha fledoù, evit, pa dremenfe Pêr, ma teufe da vihanañ e skeud da c’holeiñ hiniennoù anezho.
rak an Aotrou a gastiz an hini a gar hag a sko gant e walenn pep mab a vez anavezet gantañ.