Rak a-dra-sur e varvimp, hag omp heñvel ouzh an doureier a red war an douar ha ne vez ket dastumet. Ha Doue ne lam ket e vuhez digantañ, met fellout a ra dezhañ tremen hep kas pell dioutañ an hini kaset kuit.
Sant Marc 13:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa glevot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, na spontit ket rak ret eo e teufe an traoù-se. Met kement-se ne vo ket c’hoazh ar fin. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, pa glevot komz a vrezel hag a vrud‐brezel, na vezit ket troublet; rag red eo da gement‐se c’hoarvezout; mes ne vezo ket c’hoas ar fin. |
Rak a-dra-sur e varvimp, hag omp heñvel ouzh an doureier a red war an douar ha ne vez ket dastumet. Ha Doue ne lam ket e vuhez digantañ, met fellout a ra dezhañ tremen hep kas pell dioutañ an hini kaset kuit.
Pa gampfe un arme a-enep din, ne spontfe ket va c'halon. Pa savfe ar brezel a-enep din, eno e vefe va fiziañs.
Na lavarit ket: Kavailh! bep gwech ma lavaro ar bobl-mañ: Kavailh! N'ho pet ket aon rak ar pezh o deus aon razañ ha na vezit ket spouronet.
Ra ne zinerzho ket ho kalon, ha n'ho pet ket aon rak ar c'heleier a vo klevet er vro. Rak er bloaz-mañ e teuio un trouz, hag er bloaz war-lerc'h un trouz all. Taerder e vo er vro, rener a-enep rener.
Gwalleur d’ar bed abalamour d’an abegoù da gouezhañ! Rak ret eo e teufe abegoù da gouezhañ, met gwalleur d’an den e teu drezañ an abeg da gouezhañ.
Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo krenoù-douar e meur a lec’h, naonegezhioù ha trubuilhoù. An traoù-mañ a vo ar penn-kentañ eus ar gloazioù.
Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.
o tisplegañ hag o tiskenn penaos e oa ret d’ar C’hrist gouzañv hag adsevel a-douez ar re varv, hag o lavarout: Ar C’hrist-se eo Jezuz a brezegan deoc’h.