Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 14:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Rak a-dra-sur e varvimp, hag omp heñvel ouzh an doureier a red war an douar ha ne vez ket dastumet. Ha Doue ne lam ket e vuhez digantañ, met fellout a ra dezhañ tremen hep kas pell dioutañ an hini kaset kuit.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 14:14
31 Referencias Cruzadas  

David a lavaras d'ar c'hannad: Evel-henn e lavari da Joab: Na vez ket chalet gant-se, rak ar c'hleze a zebr a-wechoù unan, a-wechoù egile. Kresk ar brezel a-enep kêr, ha distruj anezhi. Ha te, kennerzh anezhañ!


Bremañ, mard on deuet da lavarout an traoù-mañ d'ar roue va aotrou, eo ma o deus va spontet ar bobl. Ha da servijerez he deus lavaret: Komz a rin bremañ ouzh ar roue; marteze e raio ar roue ar pezh a lavaro dezhañ e servijerez.


Izelaat a rin lignez David en abeg da-se, met ne vo ket da viken.


Mar marv un den, daoust hag ec'h advevo? E-pad holl zeizioù va stourm e c'hortozin, ken na zeufe va c'hemmadenn.


Gouzout a ran e kasi ac'hanon d'ar marv, d'al lec'h merket evit an holl re vev.


pep kig a varvfe a-gevret, hag an den a zistrofe d'ar poultr.


Piv a ra van ebet eus ar re vras, ha n'anavez ket ar pinvidig muioc'h eget ar paour? Rak ez int holl oberoù e zaouarn.


Digeriñ a reont o genoù em enep, evel ul leon o trailhañ hag o yudal.


Bez' on evel an dour a red, va holl eskern a zo diframmet, va c'halon a zo evel koar, o teuziñ e-kreiz ac'hanon.


O Doue! Torr o dent en o genoù, AOTROU, torr javedoù al leoned yaouank.


An AOTROU, ha teurel a raio kuit da viken? Ha ne vo ken madelezhus?


Skuilhet o deus o gwad evel dour en-dro da Jeruzalem, hep ma voe den d'o beziañ.


Deizioù hor bloavezhioù a zeu da zek vloaz ha tri-ugent, hag evit ar re greñvañ da bevar-ugent vloaz. Hag ar c'haerañ eus an deizioù-se n'eo nemet poan ha trubuilh, rak tremen a ra buan hag ez eomp kuit.


Ober a rez d'an den distreiñ d'ar boultrenn, hag e lavarez: Mibien an dud, distroit!


Ma n'en deus ket stignet pechoù dezhañ, met en deus e lakaet Doue dindan e zorn, me a lakaio dit ul lec'h evitañ da gavout repu eno.


Ar re vev, e gwirionez, a oar e varvint, met ar re varv n'ouzont netra. N'eus gopr ebet ken evito, rak o eñvor a zo ankouaet.


Rak an Aotrou ne zistaol ket da viken.


Hag e kavfen plijadur e marv an den fall? eme an Aotrou AOTROU. Ha ne vefe ket kentoc'h en e zistro diouzh e hentoù evit ma vevfe?


Neuze ec’h anzavint o direizhder ha direizhder o zadoù, ha penaos o devo disentet ouzhin ha kerzhet a-enep din.


Ar c'hwec'h kêr-se a vo lec'hioù-repuiñ evit mibien Israel hag evit an diavaeziad a vo o chom en ho touez, hag e tec'ho enno an hini en devo lazhet unan bennak diratozh.


Ar vodadenn a zieubo ar muntrer eus dorn ar veñjer-gwad hag a lakaio anezhañ da zistreiñ er gêr-repuiñ e oa tec'het enni, hag e chomo eno betek marv an aberzhour-meur bet olevet gant an eoul santel.


rak en devo da chom en e gêr-repuiñ betek marv an aberzhour-meur; goude marv an aberzhour-meur, e tistroio ar muntrer war zouar e berc'henniezh.


Kas a rejont d’e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.


Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Anavezout a ran e gwirionez penaos Doue ne ra van eus diavaez an den,


Rak Doue ne ra van ebet eus diavaezioù an dud.


Rak an AOTROU ho Toue eo Doue an doueoù had Aotrou an aotrounez, an Doue bras, galloudek ha spontus, na ra van ebet eus diavaezioù an dud ha na gemer ket a zonezon,


Hag evel ma’z eo ret d’an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,


Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc’h eus da dremen amañ,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos