Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 14:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet. Kredit e Doue, kredit ivez ennon.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Na lezit ket ho calon da veza troublet; credi a rit en Doue, credit ive enoun‐me.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 14:1
37 Referencias Cruzadas  

Perak ez out trist, va ene, hag e huanadez ennon? Bez en gortoz eus Doue, rak e veuliñ a rin c'hoazh. Eñ eo va silvidigezh ha va Doue.


Doue, hag ankounac'haet en deus kaout trugarez? Ha bez' en deus en e gounnar serret e drugarez?


Mirout a rez ur peoc'h asur d'an hini a zo nerzhus e galon, dre m'en em fiz ennout.


A! Ehan evit va glac'har! Va c'halon he deus poan em c'hreiz.


Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, hi hag ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet.


Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac’hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ.


Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon met en hini en deus va c’haset,


Me en lavar deoc’h adalek bremañ, a-raok ma’c’h erruo an dra, evit pa c’hoarvezo, ma kredot emaon.


Betek vremañ n’hoc’h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.


Ober a raint kement-se deoc’h rak n’o deus anavezet na va Zad na me.


Hag abalamour ma em eus lavaret deoc’h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon.


evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.


Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.


en hevelep doare ma tleit pardoniñ dezhañ hag e frealziñ, gant aon na vefe bec’hiet gant un dristidigezh re vras.


Dre-se, o vezañ ivez klevet komz eus ho feiz en Aotrou Jezuz hag eus ho karantez e-keñver an holl sent,


n’en em lezot ket da vezañ brañsellet gant nebeut a dra en ho soñjoù, ha da vezañ nec’het gant ur spered, gant ur ger pe gant ul lizher a vefe lavaret dont eus hor perzh, evel ma vefe aze dija deiz Krist.


drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos