Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 51:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

46 Ra ne zinerzho ket ho kalon, ha n'ho pet ket aon rak ar c'heleier a vo klevet er vro. Rak er bloaz-mañ e teuio un trouz, hag er bloaz war-lerc'h un trouz all. Taerder e vo er vro, rener a-enep rener.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 51:46
16 Referencias Cruzadas  

Setu ez an da lakaat ennañ ur spered e doare ma tistroio d'e vro o vezañ klevet un nevezenti bennak. Hag e lakain anezhañ da gouezhañ dre ar c'hleze en e vro.


Mibien Ammon ha Moab en em savas a-enep tud menez Seir, evel evit o lakaat da verz hag o distrujañ. Ha p'o doe echu gant tud Seir, en em sikourjont an eil egile d'en em zistrujañ kenetrezo.


Doue en deus blotaet va c'halon, an Holl-C'halloudeg en deus va spouronet.


Mar kollez kalon en deiz an estrenvan, da nerzh a vo bihan.


Atizañ a rin an Ejipsian a-enep an Ejipsian, hag e stourmint, pep hini a-enep e vreur, pep hini a-enep e amezeg, kêr a-enep kêr, rouantelezh a-enep rouantelezh.


Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit. Degas a rin da rummad eus ar sav-heol, dastum a rin da lignez eus ar c'huzh-heol.


Ha te, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, na spont ket, Israel! Rak setu, me a zieubo ac'hanout eus un douar pell, ha da lignez eus bro o harlu. Jakob a zistroio hag a vo en diskuizh hag en e aes.


Te eta, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, rak emaon ganit. Kas a rin da get an holl vroadoù am bo da gaset enno. Ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, koulskoude ne zalc'hin ket ac’hanout evit didamall.


P’en em lakaio an traoù-se da c’hoarvezout, sellit d’an nec’h ha savit ho pennoù, rak ho tasprenadur a dosta.


An tri c'hant den a sonas c'hoazh gant ar shofaroù, hag an AOTROU a droas pep hini a-enep e genseurt, dre an holl gamp. Tud ar c'hamp a dec'has betek Bet-Shitta, betek Zerera, betek ribl Abel-Mehola ha betek Tabbad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos