Lavarout a reas: Na zoug ket da zorn war ar bugel ha na ra netra dezhañ. Rak bremañ ec'h anavezan penaos e toujez Doue, pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ.
Sant Marc 12:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Da ziwezhañ, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhañ dezho, en ur lavarout: Doujañ a raint va mab. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Er fin, o veza m’hen doa c’hoas eur mab hag a garie meurbed, e kassaz anezhan dezhe an diveza, en eur lavaret: Douja a raint d’am mab. |
Lavarout a reas: Na zoug ket da zorn war ar bugel ha na ra netra dezhañ. Rak bremañ ec'h anavezan penaos e toujez Doue, pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ.
Lavarout a reas: Kemer da vab, da vab nemetañ, an hini a garez, Izaak, ha kae gantañ da vro v-Moria, hag eno kinnig anezhañ e loskaberzh war unan eus ar menezioù a lavarin dit.
Israel a gare Jozef muioc'h eget e holl vibien all, rak mab e gozhni e oa, hag e reas dezhañ un doneg a veur a liv.
Respontet hon eus da'm aotrou: Ni hon eus un tad war an oad hag ur bugel yaouank dezhañ a zo bet ganet dezhañ en e gozhni. E vreur a zo marv hag hemañ a zo chomet e-unan eus e vamm, hag e dad a gar anezhañ.
Enorit ar mab, gant aon na zeufe droug ennañ ha na marvfec'h en hoc'h hent, pa entano e gounnar a-greiz-holl. Eürus eo an holl re a laka o fiziañs ennañ!
Embann a rin an dekred: An AOTROU en deus lavaret din: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.
Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.
Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C’hrist, Mab Doue.
Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
Kas a reas c’hoazh unan all hag a voe lazhet ganto, ha kalz a re all, kannet e oa lod ha lazhet lod all.
Met ar winierien-mañ a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ hag an hêrezh a vo deomp.
Hag e teuas ur goabrenn d’o goleiñ, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ!
hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c’horf, evel hini ur goulm. Hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
Den n’en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.
evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.
Hag adarre, pa zegas er bed ar c’hentañ-ganet, e lavar: Ra azeulo holl aeled Doue anezhañ.
E kement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c’heñver: kaset en deus Doue e Vab nemetañ er bed evit ma vevimp drezañ.