Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 12:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Er fin, o veza m’hen doa c’hoas eur mab hag a garie meurbed, e kassaz anezhan dezhe an diveza, en eur lavaret: Douja a raint d’am mab.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Da ziwezhañ, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhañ dezho, en ur lavarout: Doujañ a raint va mab.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 12:6
32 Referencias Cruzadas  

Setu, ar verc’hez a vezo brazez, hag e c’hano eur mab, hag he hano a vezo emmanuel, da lavaret eo: DOUE GANEOMP.


Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na anao ar Mab nemed an Tad; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.


Pa oa c’hoas o komz, eur goabren lugernuz a c’holoaz anezhe; hag eur vouez, o tond er meaz euz ar goabren a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet, e pehini eman va holl joa; selaouit anezhan.


Mes Jesus a davaz. Neuze ar beleg‐braz, o komz, a lavaraz dezhan: Me a gonjur ac’hanoud, dre an Doue beo, da lavaret deomp ha te eo ar C’hrist, Mab Doue?


Ha setu eur vouez euz an envou, hag a lavaraz: He‐man eo va mab muia‐karet, e pehini em euz lakeat va holl joa.


Hag eur vouez a zeuaz euz an envou, hag a lavaraz: Te eo va mab muia‐karet en pehini eman va holl flijadur.


Hag e kassaz c’hoas unan all hag a oe lazet ganthe, ha kalz a re all, a bere lod a oe kannet ha lod all lazet.


Mes ar verourien‐ze a lavaraz etrezhe: He‐man eo an heritour; deuit, lazomp anezhan, hag he heritach a vezo deomp‐ni.


Hag e teuaz eur goabren hag a c’holoaz anezhe: hag eur vouez a zeuaz euz ar goabren, hag a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet, selaouit anezhan.


hag ar Spered‐Santel a ziskennaz varnezhan gant eur c’horf henvel ouz eur goulm; hag e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: Te eo va Mab muia‐karet, en pehini ema va holl flijadur.


Hag e teuaz eur vouez euz ar goabren, hag a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet; selaouit anezhan.


Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.


Den e‐bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.


Hag em euz gwelet, hag em euz testeniet eo hennes Mab Doue.


Nathanael a respontaz dezhan: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


An Tad a gar ar Mab, hag hen deuz lakeat pep tra etre he zaouarn.


Evit ma teui an holl da henori ar Mab, evel ma c’henoront an Tad. An hini na henor ket ar Mab, na henor ket an Tad hen deuz digasset anezhan.


Hag el leac’h all, pa zeu da zigas adare ar C’henta‐ganet er bed, e lavar: Ra zeui holl elez Doue d’hen adori.


Karantez Doue en hor c’henver a zo en em diskouezet dre ma hen deuz digasset Doue he Vab unic er bed, evit ma vevimp dreizhan.


An Ancien, da Gaïus, ar muia‐karet, pehini a garan er wirionez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos