Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 12:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Mes ar verourien‐ze a lavaraz etrezhe: He‐man eo an heritour; deuit, lazomp anezhan, hag he heritach a vezo deomp‐ni.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Met ar winierien-mañ a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ hag an hêrezh a vo deomp.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 12:7
18 Referencias Cruzadas  

Neuze Herodes, pa velaz ho doa ar majed great goab anezhan, a oe en coler vraz, hag e kassaz tud da laza en Bethlehem hag en he holl vro, an holl vugale a zaou vloaz hag izeloc’h, hervez an amzer m’hen doa goulennet gant preder digant ar majed.


Pa dostae amzer ar frouez, e kassaz he vevelien etrezeg he vererien evit kaoud ar frouez euz he winien.


Neuze e klaskjont cregi enhan; rag anaoud a reant ervad hen doa lavaret ar barabolen‐ze a‐enep dezhe; mes, o veza m’ho doa aoun rag ar bobl, e lezjont anezhan, hag ez ejont kuit.


Er fin, o veza m’hen doa c’hoas eur mab hag a garie meurbed, e kassaz anezhan dezhe an diveza, en eur lavaret: Douja a raint d’am mab.


Hag, o veza croget enhan, e lakjont anezhan d’ar maro, hag e taoljont anezhan er meaz euz ar winien.


ar Jesus‐se, livret dre ar volontez ferm a Zoue hag hervez he anaoudegez euz ar pez a dlie c’hoarvezout, croget hoc’h euz enhan, ha goude beza hen staget ouz ar groaz dre zaouarn an dud fall, hoc’h euz lakeat anezhan d’ar maro.


Ha n’hon euz‐ni ket difennet stard ouzoc’h prezeg en hano‐ze? Ha setu hoc’h euz leuniet Jerusalem gant ho toctrin, hag e fell deoc’h lakaad goad an den‐ze da gweza varnomp.


Piou eo ar profet ha n’eo ket bet persecutet gant ho tadou? Lazet ho deuz ar re ho doa annonset donedigez ar Just‐se, pehini a zo bet livret breman ganeoc’h, hag euz a behini ez oc’h bet ar vuntrerien;


hen deuz komzet ouzomp en deiziou diveza‐man dre he Vab, pehini a zo bet lakeat ganthan da heritour euz an holl draou; dre behini ive hen deuz great ar bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos