an AOTROU a zigor daoulagad ar re dall, an AOTROU a zibleg ar re a zo pleget, an AOTROU a gar ar re reizh.
Sant Marc 10:52 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac’haet. Ha kerkent ec’h adkavas ar gweled hag ec’h heulias Jezuz en hent. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz dezhan: Kea, da feiz hen deuz da iac’heet. Ha kerkent e kavaz ar gwelet, hag ec’h heullie Jesus en hent. |
an AOTROU a zigor daoulagad ar re dall, an AOTROU a zibleg ar re a zo pleget, an AOTROU a gar ar re reizh.
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc’het gant un diaoul dall ha mut hag e yac’haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele an hini a oa bet dall ha mut.
Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c’hoantaez. Ha war an eur-se, he merc’h a voe yac’haet.
Jezuz a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu e lorgnez a voe glanaet.
Jezuz, o vezañ distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet. Hag ar wreg a voe yac’haet adalek an eur-se.
Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho.
Lavarout a reas dezhi: Merc’h, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h ha bez dizereet eus da gleñved.
Eñ a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad hag a lavaras dezhañ sellout. Yac’haet e voe hag e wele holl fraezh mat.
hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac’hanon. Ha piv bennak a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset. Rak an hini ac’hanoc’h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
N’eo ket bet klevet betek vremañ penaos en defe den digoret e zaoulagad d’un den ganet dall.
Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ evit ur varnedigezh, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio ar re a wel da vezañ dall.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.