Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 10:52 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

52 Ha Jesus a lavaraz dezhan: Kea, da feiz hen deuz da iac’heet. Ha kerkent e kavaz ar gwelet, hag ec’h heullie Jesus en hent.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

52 Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac’haet. Ha kerkent ec’h adkavas ar gweled hag ec’h heulias Jezuz en hent.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 10:52
22 Referencias Cruzadas  

Ar re dall a vel, ar re gam a vale, ar re ler a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a resussit, hag an aviel a zo prezeget d’ar re baour.


Neuze e oe digasset da Jesus eun den dall ha mud, dalc’het gant eun drouk‐spered, hag hen a iac’heaz anezhan, en hevelep doare ma komze ha ma vele an den a oa bet dall ha mud.


Neuze Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi: Greg! da feiz a zo braz; ra vezo great d’id evel ma c’hoanteez. Hag he merc’h a oe iac’heet var an heur‐ze.


Neuze tud dall, ha tud kam a zeuaz d’he gavoud ebarz en templ, hag hen ho iac’heaz.


Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz anezhan, en eur lavaret: Fellout a ra d’in, bez net. Ha diouc’h‐tu e oe neteet euz he lorgnez.


Mes Jesus, o veza troet hag o sellet outhi, a lavaraz: Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet; hag ar vreg‐se a oe iac’heet adaleg an heur‐ze.


Neuze, o tostaad, e roaz he zorn dezhi hag e savaz anezhi; ha kerkent, an derzien he c’huitaaz, hag e servichaz anezhe.


Ha Jesus a lavaraz dezhi: Va merc’h, da feiz hen deuz da zaveteet; kea en peoc’h ha bez pare euz da glenved.


Jesus a lekeaz c’hoas he zaouarn var he zaou‐lagad, hag a lavaraz dezhan sellet; hag e oe pareet, hag e vele sclear anezhe holl.


Mes hen a lavaraz d’ar vaouez; Da feiz hen deuz da zaveteet; kea en peoc’h.


hag a lavaraz dezhe: Piou‐benag a receo ar bugel‐man em hano, a receo ac’hanoun; ha piou‐benag a receo ac’hanoun, a receo an hini hen deuz va digasset. Rag an hini a zo ar bihana en ho touez holl, hennes eo a vezo braz.


Biskoas n’eo bet klevet hen defe den digoret he zaou‐lagad da eun den ganet dall.


Ha Jesus a lavaraz: Deuet oun er bed‐man evit eur varnedigez; evit ma velo ar re na velont ket, ha ma teuio ar re a vel da veza dall.


evit digeri dezhe ho daou‐lagad, hag ober dezhe tremen euz an devalijen d’ar sclerijen, hag euz a c’halloud Satan da Zoue, evit ma recevint dre ar feiz enoun ar pardon euz ar pec’hejou, ha lod en heritach ar zent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos