Sant Lucas 8:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas dezhi: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz dezhi: Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet; kea en peoc’h. |
Moizez a yeas kuit, a zistroas da gavout Jetro e dad-kaer hag a lavaras: Ma ez in kuit, me az ped, ma tistroin da gavout va breudeur a zo en Ejipt evit gwelout hag int a zo c'hoazh bev. Jetro a lavaras da Voizez: Kae e peoc'h!
ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c’hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec’hiñ,
Neuze Jezuz a lavaras d’ar c’hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez ma ec’h eus kredet. Ha war an eur-se, e vevel a voe yac’haet.
Ha setu, e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d’an den seizet: Mab, kemer fiziañs, da bec’hedoù a zo pardonet dit.
Jezuz, o vezañ distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet. Hag ar wreg a voe yac’haet adalek an eur-se.
Lavarout a reas dezhi: Merc’h, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h ha bez dizereet eus da gleñved.
Neuze ar wreg, o welout ne oa ket bet kement-se kuzhet outañ, a zeuas en ur grenañ hag, oc’h en em deurel d’e dreid, e tisklêrias dirak ar bobl evit petra he doa stoket outañ ha penaos e oa bet yac’haet kerkent.
Selaou a rae Paol o komz. Hemañ, o sellout gant evezh outañ, a welas en doa ar feiz evit bezañ yac’haet
Rak ar c’heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n’eo ket bet talvoudus dezho rak n’eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.
Neuze Eli a respontas o lavarout: Kae e peoc'h, ha ra roio Doue Israel dit an dra ac'h eus goulennet digantañ.