Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 12:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c’hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec’hiñ,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 na doro ket ar gorzen flastret, ha na vougo ket ar vouchen a zo c’hoas o tivogeda ken hen devezo lakeat ar justis da veza treac’h;

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

20 Ne dorrou quet er gorzen discarret, ha ne vouguou quet er boulcheu e hra moguet, quênt en dou laquet er varn de zerhiel.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 12:20
21 Referencias Cruzadas  

Setu e fiziez en Ejipt, er vazh-se, er gorzenn dorret-se a doull hag a dreuz dorn an hini a harp warni. Evel-se emañ Faraon roue an Ejipt evit an holl re a laka o fiziañs ennañ.


a yac'ha ar re o deus ar c'halon flastret, hag a lien o goulioù.


Aotrou, digor va muzelloù, ha va genoù a embanno da veuleudi.


Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.


Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.


Pa glevas Moizez kement-se, e asantas.


Deuit da’m c’havout, c’hwi holl a zo skuizh ha bec’hiet, ha me ho tiboanio.


Evel ma’z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d’ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc’h aet da welout el lec’h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?


Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon da yac’haat ar re o deus ar c’halon flastret, da embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het ha distro ar gweled d’ar re dall, da gas diere ar re gwasket,


Grasoù ra vo roet da Zoue, dre ma laka ac’hanomp atav da drec’hiñ e Krist hag e skuilh drezomp c’hwezh-vat e anaoudegezh e pep lec’h.


en hevelep doare ma tleit pardoniñ dezhañ hag e frealziñ, gant aon na vefe bec’hiet gant un dristidigezh re vras.


Me a sellas ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec’her evit trec’hiñ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos