Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Rak ar c’heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n’eo ket bet talvoudus dezho rak n’eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Rag deomp‐ni, koulz ha dezhe, eo bet great ar bromessa eürus‐se; mes ar gomz‐se ho doa klevet na brofitaz ket dezhe, rag ar re a glevaz anezhi, a choumaz hep credi.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 4:2
20 Referencias Cruzadas  

Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc’h-c’hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc’h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.


Evidoc’h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d’ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac’hanoc’h eus e fallagriezh.


Gwir eo ez eo an amdroc’h talvoudek mar virez al lezenn, met mar d-out un torrer eus al lezenn, da amdroc’h a zeu da vezañ diamdroc’h.


Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n’o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue?


Pa ginnigfen va holl vadoù, pa rofen va c’horf evit bezañ devet, ma ne’m eus ket ar garantez, kement-se ne servij din da netra.


Fellout a ra din gouzout an dra-mañ hepken diganeoc’h: Ha resevet hoc’h eus ar Spered dre oberoù al lezenn, pe dre brezegerezh ar feiz?


Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout!


Gouzout a rit penaos em eus prezeget deoc’h diaraok an Aviel e poanioù ar c’hig,


En desped da gement-se n'hoc'h eus ket kredet en AOTROU ho Toue,


rak hon Aviel n’eo ket bet kemennet deoc’h gant komzoù hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c’hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keñver ac’hanoc’h.


Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.


rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.


Hogen ne c’heller ket bezañ kavet plijus gantañ hep ar feiz, rak ret eo d’an hini a dosta ouzh Doue krediñ ez emañ hag e teu da vezañ ar gopraer eus ar re a glask anezhañ.


Breudeur, diwallit n’en defe unan bennak ac’hanoc’h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d’an Doue bev.


Pa’z eo gwir eta ec’h antreo hiniennoù e-barzh, ha pa n’eo ket antreet ar re a oa bet graet dezho da gentañ ar bromesa abalamour d’o diskredoni,


Setu perak, oc’h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc’h hag a c’hell saveteiñ hoc’h eneoù.


Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos