Jabez a c'halvas Doue Israel o lavarout: Mar bennigez ac'hanon, ma astennez va harzoù, ma vez da zorn ganin, ma tiwallez ac'hanon eus ar gwalleur, en hevelep doare ma ne vin ket er glac'har...! Ha Doue a roas dezhañ ar pezh en doa goulennet.
Elkana he gwaz a lavaras dezhi: Gra ar pezh a gavez mat, chom ken na'z po e zizonet. Ra seveno an AOTROU e gomz! Evel-se ar wreg a chomas hag a vagas he mab ken n'he doe e zizonet.
Jonatan a lavaras da Zavid: Kae e peoc'h, hervez ar pezh hon eus touet hon daou en anv an AOTROU o lavarout: An AOTROU a vo etre me ha te, hag etre va lignez ha da lignez, da viken.
David a gemeras eus he dorn ar pezh he doa degaset hag a lavaras dezhi: Adpign e peoc'h da'z ti. Sell, selaouet em eus ouzh da vouezh, ha da zegemeret mat.