Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 1:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Hag hi a lavaras: Ra gavo da servijerez trugarez dirak da zaoulagad. Hag ar vaouez a yeas gant hec'h hent, hag e tebras, hag he dremm ne voe ken evel diagent.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 1:18
11 Referencias Cruzadas  

Bez' em eus ejened, ezen, deñved, mevelien ha mitizhien, hag e kasan d'henn disklêriañ da'm aotrou evit ma kavin trugarez dirak da zaoulagad.


Ar gannaded a zistroas da gavout Jakob hag a lavaras: Aet omp da gavout da vreur Ezaü, hag e kerzh war-arbenn dit gant pevar c'hant den.


Ezaü a lavaras: Me az ped ma lakain da chom ganit unan bennak eus an dud a zo ganin. Respont a reas: Perak-se? Ra gavin trugarez dirak daoulagad va aotrou!


Ezaü a lavaras: Petra a fell dit ober gant an holl vandenn-se a zo en em gavet ganin? Respont a reas: Evit kavout trugarez dirak daoulagad va aotrou.


Ha sellet o deus outañ? Hag e voent sklêrijennet, n'o deus ket da ruziañ a vezh.


Kae, debr gant levenez da vara, hag ev laouen da win, rak Doue en deus dija kavet mat da oberoù.


Betek vremañ n’hoc’h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.


Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.


Hi a lavaras: Va aotrou, kavet em eus trugarez dirak da zaoulagad, rak frealzet ec'h eus ac'hanon, ha komzet ec'h eus hervez kalon da servijerez, petra bennak ma n'on ket evel unan eus da servijerezed.


Rud, ar plac'h eus Moab, a lavaras da Naomi: Lez ac'hanon da vont d'ar parkeier ha da zastum tañvouez war-lerc'h an hini a gavfen trugarez ouzh e zaoulagad. Hi a lavaras: Kae va merc'h!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos