Sant Lucas 6:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwalleur deoc’h, tud leuniet! rak c’hwi ho po naon. Gwalleur deoc’h, ar re a c’hoarzh bremañ! Rak c’hwi en em c’hlac’haro hag a ouelo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Malheur deoc’h‐hu pere a zo rassaziet, rag naoun ho pezo. Malheur deoc’h‐hu pere a c’hoarz breman; rag c’houi a welo hag a huanado. |
gant aon na douellfen er fonnusted ha na lavarfen: Piv eo an AOTROU? Ha gant aon na laerfen er baourentez ha na gemerfen anv va Doue en aner.
Lavaret em eus diwar-benn ar c'hoarzh: Diskiant! Ha diwar-benn al levenez: Da betra e talv?
Gwelloc'h eo an anken eget ar c'hoarzh, rak dre c'hlac'har an dremm e teu laouen ar galon.
Rak evel m'eo trouz an drein dindan ar chaodouron, evel-se eo c'hoarzh an den diskiant. Kement-se ivez a zo avel.
Met int ivez a vrañsell gant ar gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; an aberzhour hag ar profed a vrañsell gant an evajoù kreñv, beuzet int er gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; brañsellat a reont er weledigezh, strebotiñ a reont er varnedigezh.
Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c'hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c'hwi ho po sec'hed, va servijerien a vo er joa ha c'hwi a vo er vezh,
Kantren a raint er vro, bec'hiet ha marnaoniet. Ha p'o devo naon, e savo droug enno, e villigint o roue hag o Doue, e savint o daoulagad war-zu an nec'h,
Manase a-enep Efraim, Efraim a-enep Manase, o-daou a-enep Juda, ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.
Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.
Rak, pa vefent kenweet evel spern, ha mezv en o gwin, peurlonket e vint evel plouz sec'h.
Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo?
Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c’hwi taolet er-maez.
Gwalleur deoc’h, pa lavaro an holl dud vad ac’hanoc’h! Rak o zadoù o deus graet evel-se e-keñver ar fals-profeded!
na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc’h trugarekadennoù.
Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.
Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kañv ha gouelit, ra vo troet ho c’hoarzh e daeroù hag ho levenez e tristidigezh.
Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne’m eus ezhomm a netra, ha n’anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,
Ar re o doa o gwalc'h a zo feurmet evit bara, hag ar re o doa naon o deus paouezet. Ar vaouez gaonac’h zoken he deus ganet seizh, hag an hini he doa kalz mibien a zo diflaket.