Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 3:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne’m eus ezhomm a netra, ha n’anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Rag te a lavar: Me a zo pinvidic, hag em euz dastumet madou, ha n’am euz ezom a netra; ha na ouzoud ket penaos ez oud maleürus, ha mizerabl, ha paour, ha dall, hag en noaz.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 3:17
26 Referencias Cruzadas  

O daoulagad a voe digoret hag ec'h anavezjont e oant en noazh. Neuze e wrijont asambles delioù fiez hag en em rejont gourizoù.


An AOTROU a skoas ar bobl, dre m'o doa graet al leue en doa fardet Aaron.


Unan en em ra pinvidik ha n'en deus netra, unan all en em ra paour ha koulskoude madoù bras en deus.


gant aon na douellfen er fonnusted ha na lavarfen: Piv eo an AOTROU? Ha gant aon na laerfen er baourentez ha na gemerfen anv va Doue en aner.


Piv a zo dall nemet va servijer? Piv a zo bouzar evel ar c'hannad am eus kaset? Piv a zo dall evel an hini a voe leuniet a vadoù, dall evel servijer an AOTROU?


O rummad! Eveshait ouzh komz an AOTROU: Ha bet on ur gouelec'h evit Israel? Pe un douar a deñvalijenn? Perak he deus lavaret va fobl: Hor mistri omp, ne zeuimp ken da'z kavout?


Efraim a zo ur marc’hadour en deus balañsoù faos en e zaouarn. Plijout a ra dezhañ touellañ.


Lazhet e vint gant o frenerien hep bezañ kablus. Hag o gwerzherien a lavar: Ra vo benniget an AOTROU, en em binvidikaat a ran. Ha n'int espernet gant nikun eus o mêsaerien.


Eürus ar re baour e spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!


Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N’eo ket ar re a zo yac’h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.


Leuniet en deus a vadoù a re o doa naon ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.


Met gwalleur deoc’h, tud pinvidik! Rak c’hwi hoc’h eus bet ho frealz.


Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d’o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc’hiñ, met az pez aon,


Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;


Gant ar c’hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac’hanoc’h n’en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc’h eget ma’z eo ret, met m’en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini.


Paour-kaezh paotr ma’z on! Piv a zieubo ac’hanon eus korf ar marv-mañ?


Met an hini n’emañ ket an traoù-se ennañ a zo dall, e weled a zo berr, hag ankounac’haet en deus glanidigezh e bec’hedoù tremenet.


Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.


Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma’z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n’int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.


Evel-se, dre ma’z out klouar na yen na tomm, e c’hwedin ac’hanout eus va genoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos