Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;
Sant Lucas 6:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Simon a roas ivez an anv a Bêr dezhañ; Andrev e vreur; Jakez, ha Yann; Filip, ha Bartolome; Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Simon, pehini a hanvaz Per, hag Andre he vreur, Jakes ha Ian, Philip ha Bartelemi, |
Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;
Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c’halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
Hag ac’hano, o vont un tamm a-raokoc’h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.
Hag ac’hano, o vezañ aet un tamm a-raokoc’h, e welas Jakez mab Zebedea ha Yann e vreur, a oa en ur vag ivez o fichañ o rouedoù.
Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev.
C’hwec’h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c’hasas o-unan a-du war ur menez uhel. Hag e voe treuzneuziet dirazo.
kenkoulz evel e Jakez ha Yann mibien Zebedea, kenseurted da Simon. Jezuz a lavaras da Simon: Na’z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud bev.
Simon-Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d’an daoulin ouzh treid Jezuz hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec’her on.
Pa voe deuet ar beure, e c’halvas e ziskibien hag e tibabas daouzek anezho a c’halvas ivez ebestel:
Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared.
Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d’e gavout, a lavaras da Filip: Pelec’h e prenimp bara evit m’o devo an dud-mañ da zebriñ?
Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.
Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d’ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist: