La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 20:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. Met ar winierien a gannas anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Ha pa oa deuet an amzer da zastum, e kassaz eur servicher etrezeg al labourerien evit kaout diganthe frouez euz ar winien; mes al labourerien goude beza skoet varnezhan, a gassaz anezhan kuit en goullo.

Ver Capítulo



Sant Lucas 20:10
32 Referencias Cruzadas  

Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?


An AOTROU en doa testeniet a-enep Israel hag a-enep Juda dre an holl brofeded ha dre an holl welourien, o lavarout: Distroit diouzh ho hentoù fall, mirit va gourc'hemennoù ha va reolennoù, hervez an holl lezenn am boa gourc'hemennet d'ho tadoù, hag am eus kaset deoc'h dre va servijerien ar brofeded.


Hag Hanun a dapas servijerien David, a douzas anezho, a droc'has o dilhad dre ar c'hreiz betek krec'h an divorzhed, hag o c'hasas kuit.


Asa a voe kounnaret a-enep ar gwelour, hag e lakaas anezhañ en toull-bac'h, rak fuloret e oa en e enep diwar-benn-se. Asa a wallgasas ivez darn eus ar bobl er mare-se.


Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.


O gortozet ec'h eus pell, e-pad bloavezhioù niverus, hag ec'h eus o douget da cheñch dre da Spered ha dre da brofeded, met n'o deus ket o selaouet, hag ec'h eus o lakaet etre daouarn pobloù ar broadoù.


Bez' e vo evel ur wezenn plantet war vord doureier-red, a ro e frouezh en e vare ha na c'hoeñv ket he delioù; kement a ra a zeuio da vat.


Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.


Pashur a skoas war ar profed Jeremiaz hag a lakaas anezhañ en toull-bac'h a oa en dor uhelañ Benjamin, e ti an AOTROU.


Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.


Ne lavaront ket en o c'halon: Doujomp eta an AOTROU hon Doue, eñ hag a ro glav ar c'hentañ hag an diwezhañ amzer, hag a vir evidomp ar sizhunioù merket evit an eost.


Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c’hlodad dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!


Kas a reas dezho c’hoazh ur servijer all, met e kannjont anezhañ, e rejont dezhañ meur a zismegañs hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.


Neuze en em lakaas da lavarout d’ar bobl ar barabolenn-mañ: Un den a blantas ur winieg, he feurmas da winierien hag ez eas evit pell amzer en ur vro all.


N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma’z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc’hus, hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em anv digantañ.


Evel-se, va breudeur, c’hwi ivez a zo deuet marv d’al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d’an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue.