Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 20:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Kas a reas dezho c’hoazh ur servijer all, met e kannjont anezhañ, e rejont dezhañ meur a zismegañs hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Kas a reaz c’hoas eur servicher all; mes goude beza kannet ha gwall‐dretet he‐man ive, e kasjont anezhan kuit en goullo.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 20:11
8 Referencias Cruzadas  

Israel a zo ur winienn c'houllo a zoug kalz a frouezh evitañ e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioù, hervez madelezh e zouar en deus kaeraet e beulioù.


Kas a reas dezho c’hoazh ur servijer all, met e veinata a rejont, e c’hloazjont en e benn hag e kasjont anezhañ kuit goude bezañ graet dezhañ meur a zismegañs.


Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. Met ar winierien a gannas anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.


Kas a reas c’hoazh un trede, met int a c’hloazas anezhañ ivez hag en kasas kuit.


Pehini eo ar profed n’o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc’h eus droukroet bremañ hag hoc’h eus drouklazhet.


Petra bennak ma hor boa gouzañvet poanioù diagent ha resevet dismegañsoù e Filipi, evel ma ouzoc’h, hon eus kemeret hardizhegezh en hon Doue evit prezeg deoc’h Aviel Doue e-kreiz stourmoù bras.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos