Sant Lucas 20:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned10 Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. Met ar winierien a gannas anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra. Ver CapítuloTestamant Nevez 1897 (Jenkins)10 Ha pa oa deuet an amzer da zastum, e kassaz eur servicher etrezeg al labourerien evit kaout diganthe frouez euz ar winien; mes al labourerien goude beza skoet varnezhan, a gassaz anezhan kuit en goullo. Ver Capítulo |
An AOTROU en doa testeniet a-enep Israel hag a-enep Juda dre an holl brofeded ha dre an holl welourien, o lavarout: Distroit diouzh ho hentoù fall, mirit va gourc'hemennoù ha va reolennoù, hervez an holl lezenn am boa gourc'hemennet d'ho tadoù, hag am eus kaset deoc'h dre va servijerien ar brofeded.
Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.