Sant Lucas 13:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, ho ti a vo lezet deoc’h didud, met e gwirionez e lavaran deoc’h, ne’m gwelot mui, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Setu breman ho ti o vond da choum goullo, ha me hen lavar deoc’h en gwirionez, n’em gwelfoc’h mui a‐viziken, ken a lavarfoc’h: Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou. |
Pegen kaer eo war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, a embann ar peoc'h, a zegas keleier mat diwar-benn ar gwellañ, a embann ar silvidigezh, hag a lavar da Sion: Emañ da Zoue o ren!
Met ma ne selaouit ket ouzh ar gomz-mañ, touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, ma vo gwastet an ti-mañ.
En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war Juda ha war holl dud Jeruzalem an holl zroug am eus disklêriet a-enep dezho, dre ma em eus komzet outo ha n'o deus ket selaouet, ma em eus galvet anezho ha n'o deus ket respontet.
Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.
Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.
Dastum a rin an holl vroadoù a-enep Jeruzalem evit ober brezel dezhi, hag ar gêr a vo kemeret, an tiez a vo skrapet, ar gwragez a vo gwallet, un hanter eus kêr a yelo en harlu, met un nemorant eus ar bobl ne vo ket lamet eus kêr.
Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!
Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!
Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.
a gemeras brankoù palmez hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel a zeu en anv an Aotrou!