Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh. Lazhañ a raio e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ.
Leviegezh 9:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Moizez a lavaras da Aaron: Tosta ouzh an aoter, kinnig da aberzh-dic’haouiñ ha da loskaberzh, gra dic’haou evidout hag evit ar bobl, kinnig prof ar bobl ha gra dic’haou evito, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU. |
Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh. Lazhañ a raio e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ.
Gwalc’hiñ a raio e gorf gant dour el lec’h santel hag ec’h adkemero e wiskamantoù; goude ez aio er-maez, e kinnigo e loskaberzh ha loskaberzh ar bobl, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit ar bobl.
Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh.
mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.
An AOTROU en deus gourc’hemennet ober evel m’eo bet graet hiziv, da zic’haouiñ evidoc’h.
hag e lavaras da Aaron: Kemer ul leue yaouank evit un aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit ul loskaberzh, an eil hag egile disi, ha kinnig anezho dirak an AOTROU.
Rak pep beleg-meur kemeret e-touez an dud a zo lakaet evit an dud e traoù a sell ouzh Doue, evit ma kinnigo profoù hag aberzhoù evit ar pec’hedoù.
Abalamour da gement-se e tle kinnig aberzhoù evit e bec’hedoù e-unan, kenkoulz hag evit re ar bobl.
met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitañ e-unan hag evit pec’hedoù ar bobl.
Setu perak em eus touet da di Eli, na vefe biken dic'haouet direizhder ti Eli na dre aberzh na dre zonezon.