Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 16:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh. Lazhañ a raio e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 16:11
6 Referencias Cruzadas  

Setu amañ penaos ez aio Aaron el lec’h santel: gant ur c’hole yaouank evit an aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit al loskaberzh.


An dic’haou a raio evit ar santual santel, an dic’haou a raio evit teltenn an engalv hag evit an aoter, an dic’haou a raio evit an aberzhourien hag evit holl bobl ar vodadenn.


Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh.


Moizez a lavaras da Aaron: Tosta ouzh an aoter, kinnig da aberzh-dic’haouiñ ha da loskaberzh, gra dic’haou evidout hag evit ar bobl, kinnig prof ar bobl ha gra dic’haou evito, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU.


n’en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec’hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc’h en em ginnig e-unan.


met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitañ e-unan hag evit pec’hedoù ar bobl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos