Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 16:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 16:6
12 Referencias Cruzadas  

Ha pa veze echu tro deizioù ar fest, Job a gase da gerc'hat e vibien evit o santelaat. O sevel mintin mat, e kinnige loskaberzhoù evit pep hini anezho, rak Job a lavare: Marteze o deus pec'het va mibien, hag o deus dismegañset Doue en o c'halonoù. Evel-se e rae Job bepred.


Hag e roi ur c'hole yaouank evel aberzh-dic'haouiñ d'an aberzhourien, al Levited a zo eus gouenn Zadok hag a dosta ouzhin evit va servijañ, eme an Aotrou AOTROU.


Pa vo tremenet an devezhioù-se, adalek an eizhvet deiz ha da c'houde, pa aberzho an aberzhourien o loskaberzhoù hag o aberzhoù a drugarekadennoù war an aoter-mañ, me a vo a-du ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.


Setu amañ penaos ez aio Aaron el lec’h santel: gant ur c’hole yaouank evit an aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit al loskaberzh.


Kemer a raio an daou vouc’h hag e lakaio anezho dirak an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv.


Moizez a lavaras da Aaron: Tosta ouzh an aoter, kinnig da aberzh-dic’haouiñ ha da loskaberzh, gra dic’haou evidout hag evit ar bobl, kinnig prof ar bobl ha gra dic’haou evito, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU.


n’en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec’hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc’h en em ginnig e-unan.


aet eo ur wech hepken e sant ar sent, nann gant gwad ar bouc’hed hag hini al leueoù met gant e hini e-unan, o vezañ gounezet un dasprenadur peurbadus.


met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitañ e-unan hag evit pec’hedoù ar bobl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos