Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 16:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Daou vouc’h a zegemero digant bodadenn mibien Israel evit an aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit al loskaberzh.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 16:5
14 Referencias Cruzadas  

Hag a tegasjont ganto seizh kole, seizh tourz, seizh oan ha seizh bouc'h evit un aberzh-dic'haouiñ, evit ar rouantelezh, evit ar santual, hag evit Juda. Hag ar roue a lavaras d'an aberzhourien mibien Aaron, kinnig anezho war an aoter.


Kinnig a rejont, evit an dedi eus an ti Doue-mañ, kant kole, daou c'hant tourz, pevar c'hant oan, hag evel aberzh-dic'haouiñ evit holl Israel, daouzek bouc'h, hervez niver meuriadoù Israel.


Mar d-eo e brof eus al loened bihan, oaned pe givri, evit ul loskaberzh, e kinnigo ur par disi.


mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.


Degas a reas ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ; hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ.


Kemer Aaron hag e vibien gantañ, ar gwiskamantoù, eoul an oleviadur, ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ, an daou dourz ha paner ar bara hep goell,


hag e lavaras da Aaron: Kemer ul leue yaouank evit un aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit ul loskaberzh, an eil hag egile disi, ha kinnig anezho dirak an AOTROU.


Kinnig a reot ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, ouzhpenn an aberzh evit ober dic'haou kinniget en deiz-pardon, al loskaberzh peurbadus gant e zonezon, hag o evadkinnigoù.


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos