E-pad seizh devezh ne d-eot ket kuit er-maez eus digor teltenn an engalv, betek ma vo deizioù ho kouestladur peurdremenet, rak e seizh devezh e viot peurouestlet.
Neuze e chomot seizh devezh, deiz ha noz, ouzh digor teltenn an engalv, hag e virot kefridi an AOTROU evit na varvot ket, rak evel-se eo bet gourc’hemennet din.
n’en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec’hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc’h en em ginnig e-unan.