Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 8:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 Neuze e chomot seizh devezh, deiz ha noz, ouzh digor teltenn an engalv, hag e virot kefridi an AOTROU evit na varvot ket, rak evel-se eo bet gourc’hemennet din.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 8:35
24 Referencias Cruzadas  

Mir kefridi an AOTROU da Zoue, en ur gerzhout war e hentoù, en ur virout e reolennoù, e c'hourc'hemennoù, e varnedigezhioù hag e destenioù, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn Moizez, evit ma ri berzh e kement a ri hag e pep lec'h ma'z i,


Ober a ri evel-se evit Aaron hag evit e vibien, hervez ar pezh am eus gourc'hemennet dit. O gouestlañ a ri e-pad seizh devezh.


E-pad seizh devezh ec'h aberzhi bemdez ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ. Hag e vo aberzhet ivez ur c'hole yaouank hag un tourz eus an tropell, disi.


D'an aberzhourien santelaet e vo, da vibien Zadok, ar re o deus miret va servij ha n'o deus ket diheñchet, pa ziheñche mibien Israel evel ma tiheñche al Levited.


Nadab hag Abihu, mibien Aaron, a gemeras pep hini e ezañsouer, a lakaas tan ennañ, a lakaas ezañs warnañ hag a ginnigas dirak an AOTROU un tan estren, ar pezh n’en doa ket gourc’hemennet.


An hini en em c’hlana a ganno e zilhad, a douzo e vlev, en em walc’ho en dour, hag e vo glan. Goude ez aio er c’hamp met e chomo e-pad seizh devezh er-maez eus e deltenn.


Moizez a gemeras eoul a oleviadur ha gwad a oa war an aoter, hag a reas ar sparfadur war Aaron ha war e wiskamantoù, war e vibien ha war wiskamantoù e vibien gantañ; hag e santelaas Aaron hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ.


An AOTROU en deus gourc’hemennet ober evel m’eo bet graet hiziv, da zic’haouiñ evidoc’h.


Aaron hag e vibien a reas an holl draoù en doa gourc’hemennet an AOTROU dre Voizez.


En em c'hlanaat a raio gant an dour-se d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, hag e vo glan. Ma n'en em c'hlana ket d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, ne vo ket glan.


Hag ec'h eveshaint war gement a zo roet d'e ziwall ha da ziwall an holl vodadenn, dirak teltenn an engalv, en ur ober servij an tabernakl.


Pa chome ar goabrenn kalz deizioù war an tabernakl, mibien Israel a vire urzh an AOTROU ha n'aent ket kuit.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


Karout a ri an AOTROU da Zoue, hag e viri atav e garg, e reolennoù, e varnedigezhioù hag e c'hourc'hemennoù.


Ar gourc’hemenn-mañ a roan dit, va mab Timote, hervez ar profediezhoù a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoù-se ar stourm mat,


Da bediñ a ran start dirak Doue, an Aotrou Jezuz-Krist hag an aeled dibabet, da virout an traoù-mañ hep van a zen ha d’ober netra en un doare untuek.


Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d’an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat,


Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,


O Timote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc’h en em virout diouzh ar c’homzoù aner ha disakr ha diouzh ar c’houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se,


Da bediñ start a ran eta dirak Doue ha dirak hon Aotrou Jezuz-Krist, a dle barn ar re vev hag ar re varv pa en em gavo e ziskouezidigezh hag e ren,


Rak al lezenn a laka beleien-veur tud hag a zo dinerzh, met ger al le, deuet war-lerc’h al lezenn, a laka ar Mab hag a zo peurvat da viken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos