Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 8:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 E-pad seizh devezh ne d-eot ket kuit er-maez eus digor teltenn an engalv, betek ma vo deizioù ho kouestladur peurdremenet, rak e seizh devezh e viot peurouestlet.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 8:33
7 Referencias Cruzadas  

An hini eus e vibien a vo er velegiezh en e blas hag a zeuio da deltenn an engalv evit ober servij el lec'h santel, a vo gwisket ganto e-pad seizh devezh.


Ober a ri evel-se evit Aaron hag evit e vibien, hervez ar pezh am eus gourc'hemennet dit. O gouestlañ a ri e-pad seizh devezh.


An hini en em c’hlana a ganno e zilhad, a douzo e vlev, en em walc’ho en dour, hag e vo glan. Goude ez aio er c’hamp met e chomo e-pad seizh devezh er-maez eus e deltenn.


Pa vo glanaet an hini en deus ar berad diouzh e verad, e konto seizh devezh evit e c’hlanidigezh; neuze e kanno e zilhad, e walc’ho e gig gant dour bev, hag e vo glan.


An AOTROU en deus gourc’hemennet ober evel m’eo bet graet hiziv, da zic’haouiñ evidoc’h.


En em c'hlanaat a raio gant an dour-se d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, hag e vo glan. Ma n'en em c'hlana ket d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, ne vo ket glan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos