Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Hebreed 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Rak pep beleg-meur kemeret e-touez an dud a zo lakaet evit an dud e traoù a sell ouzh Doue, evit ma kinnigo profoù hag aberzhoù evit ar pec’hedoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Rag, peb Beleg‐braz, kemeret euz a‐douez an dud, a zo lakeat evit an dud en traou a zell ouz Doue, evit offr donezonou ha sacrifisou evit ar pec’hejou.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 5:1
17 Referencias Cruzadas  

Kemer Aaron hag e vibien gantañ, ar gwiskamantoù, eoul an oleviadur, ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ, an daou dourz ha paner ar bara hep goell,


Moizez a lavaras da Aaron: Tosta ouzh an aoter, kinnig da aberzh-dic’haouiñ ha da loskaberzh, gra dic’haou evidout hag evit ar bobl, kinnig prof ar bobl ha gra dic’haou evito, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU.


Ul lec’h a c’hloar am eus eta e Jezuz-Krist e-keñver ar pezh a sell ouzh traoù Doue.


Kelennet em eus deoc’h da gentañ ar pezh am eus ivez resevet, penaos Krist a zo marvet evit hor pec’hedoù hervez ar Skriturioù,


Ouzhpenn, pep beleg en em zalc’h bemdez oc’h ober ar servij hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoù, na c’hellont morse lemel ar pec’hedoù kuit,


met eñ, o vezañ kinniget un aberzh hepken evit ar pec’hedoù, a zo en em azezet evit atav en tu dehou da Zoue,


Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc’h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d’e brofoù, ha drezi e komz c’hoazh petra bennak ma’z eo marv.


Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,


n’en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec’hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc’h en em ginnig e-unan.


Pep beleg-meur a zo lakaet en e garg evit kinnig profoù hag aberzhoù, dre-se eo ret en defe ivez hemañ un dra bennak da ginnig.


Mar bije-eñ war an douar, ne vije ket beleg zoken, o vezañ ma ez eus beleien a ginnig ar profoù hervez al lezenn


Ur skeudenn e oa evit an amzer a-vremañ: kinniget e veze profoù hag aberzhoù na c’hellent ket lakaat peurvat e-keñver ar goustiañs an hini a rae al lid,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos