Doue o bennigas ha Doue a lavaras: Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhañ, renit war besked ar mor, war laboused an neñvoù ha war gement aneval a fiñv war an douar.
Leviegezh 26:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned me a sello ouzhoc’h, me a raio deoc’h frouezhus hag a lakaio ac’hanoc’h da greskiñ, hag e virin va emglev ganeoc’h; |
Doue o bennigas ha Doue a lavaras: Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhañ, renit war besked ar mor, war laboused an neñvoù ha war gement aneval a fiñv war an douar.
Da selaou a ran diwar-benn Ismael. Setu, e vennigan anezhañ hag e lakain anezhañ da vezañ frouezhus ha da greskiñ kalz-meurbet, tad e vo da zaouzek priñs, hag e rin anezhañ ur vroad vras.
me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin da lignez a-dra-sur evel stered an neñvoù hag evel an traezh a zo war vord ar mor, ha da'z lignez e vo dalc'h dor hec'h enebourien.
Kreskiñ a rin da lignez evel stered an neñvoù hag e roin da'z lignez an holl vroioù-se. Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez,
Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout hag ez lignez.
Ra vennigo an Doue holl-c’halloudek ac’hanout ha ra lakaio ac’hanout da vezañ frouezhus ha da greskiñ ha ra zeui un niver bras a bobloù.
Lavarout a reas din: Setu amañ, e lakain ac'hanout da vezañ frouezhus ha da greskiñ hag e rin ac'hanout un engroez a vroadoù, hag e roin ar vro-mañ da'z lignez war da lerc'h evit ma vo dezhi da viken.
Met diazezañ a rin va emglev ganit. Mont a ri en arc'h, te, da vibien, da wreg ha gwragez da vibien ganit.
Da servijer a zo e-kreiz ar bobl ac'h eus dibabet, ar bobl vras-se na c'hell ket bezañ niveret na kontet en abeg d'he niver bras.
Met an AOTROU a reas trugarez dezho hag en doe truez outo, hag en em droas etrezek enno, abalamour d'e emglev gant Abraham, Izaak ha Jakob. Ne fellas ket dezhañ o distrujañ, ha, betek bremañ n'en deus ket o zaolet kuit a-zirak e zremm.
Hag e respontis dezho o lavarout: Doue an neñvoù e-unan a raio deomp ober berzh! Ni, e servijerien, ni a savo hag a vañsono, met c'hwi n'hoc'h eus na lod, na gwir, na eñvor e Jeruzalem.
Kresket ec'h eus o mibien evel stered an neñvoù, hag o c'haset d'ar vro az poa lavaret d'o zadoù ez ajent enni d'he ferc'hennañ.
Mibien Israel a voe frouezhus hag a greskas. Dont a rejont da vezañ niverusoc'h-niverusañ ha galloudusoc'h-galloudusañ, hag ar vro a voe leun ganto.
Diazezet em eus ivez va emglev ganto, evit reiñ dezho bro Ganaan ez int chomet enni evel diavaezidi.
Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.
Hag e tastumin an nemorant eus va deñved, eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, hag o degasin en-dro d'o feurvan, hag e vint frouezhus hag e liesaint.
Lakaat a rin warno mêsaerien hag o feuro, n'o devo nag aon na spouron, ha ne vanko hini anezho, eme an AOTROU.
Rak setu, e teuan d'ho kavout hag e troan etrezek ennoc'h, hag e viot labouret hag hadet.
mar disprizit va reolennoù, mar en deus hoc’h ene euzh ouzh va barnedigezhioù, evit tremen hep heuliañ va gourc’hemennoù hag evit terriñ va emglev,
An AOTROU a raio dit kreskiñ e madoù, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, er vro en deus touet an AOTROU da'z tadoù reiñ dit.
Benniget e vo frouezh da gof, frouezh da zouar ha frouezh da loened, klodadoù da saout ha da zeñved.
Da garout a raio, da vennigañ ha da greskiñ, bennigañ a raio frouezh da gof ha frouezh da zouar, da winizh, da win ha da eoul, klodadoù da saout ha da zeñved, war an douar en deus touet da'z tadoù reiñ dit.
nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n’o deus ket kendalc’het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou.