Leviegezh 19:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pep hini ac’hanoc’h a enoro e vamm hag e dad, hag a viro va deizioù sabad. Me eo an AOTROU ho Toue. |
Desket ec'h eus dezho da sabad santel, ha kemennet gourc'hemennoù, reolennoù hag al lezenn dre Voizez da servijer.
Gwelit penaos an AOTROU en deus roet deoc'h ar sabad, setu perak e ro deoc'h er c'hwec'hvet devezh bara evit daou zevezh. Ra chomo pep hini ac'hanoc'h eta en e lec'h ha ra ned aio den er-maez eus e lec'h ar seizhvet devezh.
Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Selaou da dad, eñ eo en deus roet dit ar vuhez, ha na zispriz ket da vamm pa vo deuet da vezañ kozh.
Lagad an hini a ra goap ouzh e dad hag a zispriz kelennoù e vamm, a vo toullet gant brini an traoñ, ha re vihan an erer a zebro anezhañ.
Mar dalc'hez da droad e-pad ar sabad, evit tremen hep ober ar pezh a fell dit em deiz santel, mar anvez ar sabad: Va flijadur, deiz santelaet evit an AOTROU, mar enorez anezhañ hep heuliañ da hentoù, hep ober ar pezh a blij dit, hep lavarout traoù aner,
Roet em eus dezho ivez va deizioù sabad da vezañ un arouez etrezon-me hag int, evit ma oufent ez on me an AOTROU a santela anezho.
Rak me eo an AOTROU ho Toue; c’hwi en em santelaio hag e viot santel rak me a zo santel. N’en em lakait ket dic’hlan en abeg da hini ebet eus ar stlejviled a ruz war an douar.
D’ar pempvet bloaz e tebrot ar frouezh anezho, hag e kresko deoc’h ar c’hementad dastumet. Me eo an AOTROU ho Toue.
N’it ket da gavout an igromañserien, nag ar re a c’halv ar speredoù, evit en em saotrañ ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.
An diavaeziad a zo o chom en ho touez a vo evel un henvroad, hag e karot anezhañ rak diavaezidi oc’h bet e bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.
Al labour a vo graet e-pad c’hwec’h devezh, met er seizhvet devezh e vo ar sabad-diskuizh, bez’ e vo ur c’hengalv santel. Ne reot labour ebet, sabad an AOTROU e vo en hoc’h holl chomlec’hioù.
Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?
Enor da dad ha da vamm, evel m'en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue, evit ma vo hiraet da zeizioù ha ma vi eürus war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
A-hend-all hon tadoù hervez ar c’hig o deus hor c’hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc’h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez?