Lakaat a reas ur skeudenn gizellet, un idol en doa graet, e ti Doue, daoust m'en doa lavaret Doue da Zavid ha da Salomon e vab: Lakaat a rin da viken va anv en ti-mañ hag e Jeruzalem, am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel.
Holl bennoù an aberzhourien hag ar bobl a greskas muioc'h-muiañ o fallentez, hervez holl euzhusterioù ar broadoù, hag e saotrjont an ti en doa santelaet an AOTROU e Jeruzalem.
Lazhit anezho holl betek an distruj: tud kozh, tud yaouank, gwerc'hezed, bugale, maouezed; met na dostait ket ouzh kement hini a zougo ar merk; krogit gant va santual. Kregiñ a rejont gant ar re gozh a oa dirak an ti.
Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.
Evel-se e tispartiot mibien Israel diouzh o dic’hlanderioù, evit na varvint ket abalamour d’o dic’hlanderioù en ur saotrañ va zabernakl a zo en o c’hreiz.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.
Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.