Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 19:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 N’it ket da gavout an igromañserien, nag ar re a c’halv ar speredoù, evit en em saotrañ ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 19:31
22 Referencias Cruzadas  

Lakaet o doa o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan. En em roet e oant d'an divinerezh ha d'an achanterezh, hag en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.


Lakaat a reas e vab da dremen dre an tan. Ober a rae hudsteredouriezh hag achanterezh, hag e c'houlennatae speredoù hag igromañserezed. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.


Jozia a gasas kuit ar re a c'houlennatae speredoù hag ar sorserien, an terafim, an idoloù, hag an holl euzhusterioù a veze gwelet e bro Juda hag e Jeruzalem, evit seveniñ komzoù al lezenn skrivet el levr en doa kavet an aberzhour Hilkija e ti an AOTROU.


Evel-se e varvas Saül en abeg d'ar pec'hed en doa graet a-enep an AOTROU , a-enep komz an AOTROU n'en doa ket miret, ha dre m'en doa goulennataet ur spered evit goulenn ali.


Lakaat a reas e vibien da dremen dre an tan e traonienn mab Hinnon. Ober a rae hudsteredouriezh, achanterezh, strobinelloù, hag e c'houlennatae speredoù ha sorserien. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.


Ne lezi ket da vevañ ar sorserez.


Izelaet e vi, komz a ri evel a-zindan an douar, da c'her a zeuio damvouget gant ar poultr, da vouezh a bigno eus an douar evel hini ur goulennataer speredoù, da c'her a vo evel ur grozmol o tont eus ar poultr.


Skuizhet out bet gant kement a guzulioù. Ra en em ziskouezo ar re a c'houlenn ouzh an neñvoù, a evesha ouzh ar stered, a ro da c'houzout da bep loar nevez, ra zieubint ac'hanout eus ar pezh a ya da c'hoarvezout ganit.


Ma lavarer deoc'h: Goulennit kuzul digant ar speredoù hag ar sorserien, digant ar re a guzulik hag a grozmol, lavarit: Ur bobl, ha ned aio ket da gavout e Zoue? Hag eo digant ar re varv e c'houlenno evit ar re vev?


Ne zebrot netra gant gwad. Ne rit na achanterezh na divinerezh.


Pep hini ac’hanoc’h a enoro e vamm hag e dad, hag a viro va deizioù sabad. Me eo an AOTROU ho Toue.


Mar en em ro un den pe ur vaouez da vezañ igromañser pe da c’hervel ar speredoù, lakaet e vint d’ar marv; meinataet e vint, o gwad a vo warno.


Douget e oant dezhañ dre m’en doa abaoe pell amzer souezhet anezho gant e oberoù sorserezh.


idolerezh, sorserezh, kasoni, enebiezh, gwarizi, fulor, tabutoù, disranniezh, falskredennoù,


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Samuel a oa marv, hag holl Israel en doa gouelet dezhañ, hag e oa bet sebeliet e Rama, e di. Saül en doa lamet ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien eus ar vro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos