Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 19:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Te a savo dirak ar blev gwenn hag a enoro dremm an den kozh, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 19:32
15 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas d'he zad: Arabat fuloriñ va aotrou, met ne c'hellan ket sevel dirazout, rak bez' em eus ar pezh o deus ar gwragez ar c'hiz da gaout. Hag e klaskas met ne gavas ket an terafim.


Jozef o zennas diwar e zaoulin hag a stouas e zremm d'an douar.


Bat-Sheba a zeuas da gavout ar roue Salomon, evit komz outañ evit Adonija. Ar roue a savas hag a yeas en arbenn dezhi, hag e stouas dirazi, hag ec'h azezas war e dron, hag e reas lakaat un azezenn da vamm ar roue. Hi a azezas a-zehou dezhañ,


Met doujañ a reot an AOTROU, en deus ho lakaet da bignat eus bro Ejipt gant un nerzh bras hag ur vrec'h astennet. Dirazañ eo e stouot, ha dezhañ eo ec'h aberzhot.


Elihu en doa gortozet, evit komz da Job, ma o defe int komzet, dre ma oant koshoc'h egetañ.


Elihu mab Barakeel, eus Buz, a gomzas o lavarout: Me a zo yaouank ha c'hwi a zo kozh, setu perak em eus doujet, ha n'em eus ket kredet reiñ va ali.


Ar blev gwenn a zo ur gurunenn a c'hloar, kavet eo en hent ar reizhder.


Nerzh ar re yaouank a zo o gloar, hag ar blev gwenn a zo enor ar re gozh.


Selaou da dad, eñ eo en deus roet dit ar vuhez, ha na zispriz ket da vamm pa vo deuet da vezañ kozh.


Ar bobl a vo gwasket unan dre egile, ha pep hini dre e nesañ. Ar bugel a grogo en den kozh, hag an den a netra en hini a zo enoret.


Pennoù a zo bet kroget dre o daouarn, dremm an henaourien n'eo ket bet doujet.


Ne villigi ket un den bouzar ha ne lakai netra risklus dirak un den dall, rak e touji da Zoue. Me eo an AOTROU.


Rentit eta d’an holl ar pezh a zo dleet dezho: an tailh d’an neb eo dleet an tailh, ar gwir d’an neb eo dleet ar gwir, an doujañs d’an neb eo dleet an doujañs, an enor d’an neb eo dleet an enor.


Na groz ket rust an den oadet, met ali anezhañ evel un tad, an dud yaouank evel breudeur,


Enorit an holl dud, karit an holl vreudeur, doujit Doue, enorit ar roue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos