Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Malaki 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?

Ver Capítulo Copiar




Malaki 1:6
52 Referencias Cruzadas  

Setu, evel ma sell daoulagad ar servijerien ouzh dorn o mestroù, ha daoulagad ar vatezh ouzh dorn he mestrez, evel-se e sell hon daoulagad war-zu an AOTROU hon Doue, betek ma en devo truez ouzhimp.


Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.


Mibien ar vibien a zo kurunenn ar re gozh, hag an tadoù a zo gloar o mibien.


Bez' ez eus ur rumm a dud hag a villig e dad ha na vennig ket e vamm,


Lagad an hini a ra goap ouzh e dad hag a zispriz kelennoù e vamm, a vo toullet gant brini an traoñ, ha re vihan an erer a zebro anezhañ.


Selaouit, o neñvoù, ro da skouarn, o douar! Rak an AOTROU a gomz: Maget em eus mibien hag o desavet em eus, met en em savet int em enep.


Ne'c'h eus ket kinniget din oaned da loskaberzhoù, ne'c'h eus ket va enoret gant da aberzhoù, ne'm eus ket trubuilhet ac'hanout evit profoù, ne'm eus ket skuizhet ac'hanout evit ezañs,


Gwalleur d'an hini a lavar d'e dad: Perak ec'h engehentez? ha d'e vamm: Perak e c'hanez?


N'eus den hag a c'halvfe da anv, nag a zihunfe evit en em stagañ ouzhit. Setu perak ec'h eus kuzhet da zremm ouzhimp, hag ec'h eus lakaet ac'hanomp da deuziñ en abeg d'hon direizhder.


Met bremañ, AOTROU, te eo hon tad. Ni eo ar pri, ha te eo an hini en deus hor stummet, labour da zaouarn ez omp holl.


Ar profed hag an aberzhour a zo dizeol. Betek em zi e kavan o drougiezh, eme an AOTROU.


Bremañ e kriez etrezek ennon: Va zad! Mignon va yaouankiz ez out!


Dont a raint gant daeroù hag o renin e-kreiz aspedennoù, o c'has a rin d'an doureier-red, dre un hent eeun e-lec'h na gouezhint ket. Me a zo un tad evit Israel, hag Efraim eo va c'hentañ-ganet.


Ya, mibien Jonadab mab Rekab o deus miret ar gourc'hemenn en doa o zad roet dezho, en doa urzhiet deoc'h, met ar bobl-mañ n'he deus ket va selaouet!


Hec'h aberzhourien o deus torret va lezenn ha disakret va zraoù santel. N'o deus ket graet a ziforc'h etre an dra santel hag an dra voutin, n'o deus ket roet da anavezout etre an dra dic'hlan hag an dra c'hlan, kuzhet o deus o daoulagad diouzh va deizioù sabad, hag on bet disakret en o zouez.


Efraim a zo ur marc’hadour en deus balañsoù faos en e zaouarn. Plijout a ra dezhañ touellañ.


Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.


Selaouit kement-mañ, aberzhourien! Bezit evezhiek, c'hwi ti Israel! Roit ho skouarn, ti ar roue! Rak ar varnedigezh a zo evidoc'h, dre ma'z oc'h bet ur pech e Mizpa, hag ur roued astennet war an Tabor.


Pep hini ac’hanoc’h a enoro e vamm hag e dad, hag a viro va deizioù sabad. Me eo an AOTROU ho Toue.


He frofeded a zo rok ha tud fall, hec'h aberzhourien o deus saotret an traoù santel, gwallerien int e-keñver al lezenn.


Bremañ eo evidoc'h-c'hwi, aberzhourien, ar gourc'hemenn-mañ.


Ha n'hon eus ket holl un hevelep tad? Un hevelep Doue, ha n'en deus ket hor c'hrouet? Perak eta ez omp fall an eil e-keñver egile, o tisakrañ emglev hon tadoù?


Met c'hwi a zo en em bellaet diouzh an hent-se; lakaet hoc'h eus gant al lezenn un abeg da gouezhañ evit kalz a dud, ha torret hoc'h eus emglev Levi, eme AOTROU an armeoù.


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv.


n’eo ket dalc’het da enoriñ e dad pe e vamm. C’hwi a gas da netra gourc’hemenn Doue gant hoc’h hengoun.


enor da dad ha da vamm; ha, karout a ri da nesañ eveldout da-unan.


C’hwi eta, pedit evel-henn: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv,


Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n’aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.


Anavezout a rez ar gourc’hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a fals-testeni; na ra ket a faosoni; enor da dad ha da vamm.


Rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv.


Met hemañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ?


Anavezout a rez ar gourc’hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a falstesteni; enor da dad ha da vamm.


Bezit eta trugarezus, evel ma’z eo ivez ho Tad trugarezus.


Perak eta e c’halvit ac’hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran?


Enor da dad ha da vamm, ar c’hentañ gourc’hemenn eo hag ez eus ur bromesa gantañ:


hag er gouelec'h, e-lec'h ma ec'h eus gwelet an AOTROU da Zoue o tougen ac'hanout evel ma toug un den e vab, a-hed an hent hoc'h eus graet evit dont betek al lec'h-se.


Hag evel-se eo e trugarekait an AOTROU, pobl diskiant hag hep furnez? Ha n'eo ket da dad, an hini en deus da brenet, an hini en deus da c'hraet ha da startaet?


Enor da dad ha da vamm, evel m'en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue, evit ma vo hiraet da zeizioù ha ma vi eürus war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.


Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc’h eus da dremen amañ,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos