Kounnar an AOTROU a voe entanet c'hoazh a-enep Israel, hag e vountas David a-enep dezho en ur lavarout: Kae, gra an niveradeg eus Israel hag eus Juda.
Leviegezh 10:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar e vibien: Na zizoloit ket ho pennoù ha na rogit ket ho tilhad, gant aon na varvfec’h ha na teufe fulor a-enep an holl vodadenn. Ra ouelo ho preudeur, holl di Israel, abalamour d’an entanadur en deus enaouet an AOTROU. |
Kounnar an AOTROU a voe entanet c'hoazh a-enep Israel, hag e vountas David a-enep dezho en ur lavarout: Kae, gra an niveradeg eus Israel hag eus Juda.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Lavar da vibien Israel: C'hwi a zo ur bobl a c'houzoug reut; ma pignfen ur pennadig hepken ez kreiz, e kuzumfen ac'hanout; bremañ eta lam da vragerizoù kuit diwarnout hag e welin ar pezh a rin dit.
Aaron a gemeras evel gwreg Elisheba merc'h Aminadab c'hoar Nahashon, hag e c'hanas dezhañ Nadab, Abihu, Eleazar hag Itamar.
Touz da vlev ha taol anezho pell, ha disklêr ur werz war an tosennoù, rak an AOTROU en deus taolet kuit ha dilezet rummad e gounnar.
An den lovr hag a vo gouliet en devo e zilhad roget hag e benn en noazh; goloet e vo e varv hag e krio: Dic’hlan! Dic’hlan!
En em laka moal ha touz da vlev, en abeg da'z mibien karet-mat. En em laka moal evel an erer, rak ez int harluet pell diouzhit.
Al Levited a gampo en-dro da dabernakl an Testeni evit na vo ket fulor a-enep bodadenn mibien Israel, hag al Levited o devo an diwall eus tabernakl an Testeni.
Neuze e kouezhjont war o dremmoù hag e lavarjont: O Doue, Doue speredoù pep kig! Un den hepken en deus pec'het, hag e fulorfes a-enep an holl vodadenn?
Mirout a reot an urzhioù diwar-benn ar santual hag an urzhioù diwar-benn an aoter, evit na vo ken a gounnar a-enep mibien Israel.
An aberzhour a lakaio ar wreg d'en em zerc'hel dirak an AOTROU; dizoleiñ a raio penn ar wreg hag e lakaio en he daouarn ar prof-eñvor, da lavarout eo ar prof a warizi; an aberzhour en devo en e zaouarn an dour c'hwerv a zoug ar vallozh.
hag en deus lavaret eus e dad hag eus e vab: Ne'm eus ket o gwelet; n'en deus ket anavezet e vreudeur, ha n'en deus ket anavezet e vibien. Miret o deus da c'herioù, ha dalc'het da emglev.
ma en em zistroit hiziv diouzh an AOTROU? Enebiñ a rit hiziv ouzh an AOTROU , ha warc'hoazh e fuloro a-enep holl vodadenn Israel!
Akan mab Zerak, ha ne reas ket un torfed en ur gemer traoù lakaet da verz? Ha ne gouezhas ket fulor an AOTROU war holl vodadenn Israel? An den-se ne varvas ket e-unan evit e zireizhder.
Mibien Israel a dorras ar reolenn diwar-benn an traoù lakaet da verz. Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a gemeras diwar an traoù lakaet da verz, ha kounnar an AOTROU en em danas a-enep mibien Israel.
Israel en deus pec'het. Torret o deus va emglev am boa gourc'hemennet dezho, kemeret o deus diwar an traoù lakaet da verz, laeret o deus, lavaret o deus gevier, lakaet o deus anezho en o fakadoù.