Met mar distroit diouzhin, c'hwi hag ho mibien, ma ne virit ket va gourc'hemennoù ha va reolennoù am eus lakaet dirazoc'h, ha mard it da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo,
Israel a oa en em zistaget diouzh ti David, ha lakaet en doa da roue Jeroboam mab Nebad. Jeroboam en doa pellaet Israel diouzh hent an AOTROU, hag en doa lakaet anezho d'ober ur pec'hed bras.
Adalek ar mare ma tistroas Amazia a-ziouzh an AOTROU, e voe graet un irienn a-enep dezhañ e Jeruzalem, hag e tec'has da Lakish. Met kaset e voe war e lerc'h da Lakish, hag e voe lazhet eno.
Jozia a lamas eta an holl euzhusterioù eus an holl vroioù a oa da vibien Israel, hag e reas d'an holl re en em gave en Israel servijañ an AOTROU o Doue. E-pad e holl vuhez, ne zistrojont ket diouzh an AOTROU Doue o zadoù.
Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar e vibien: Na zizoloit ket ho pennoù ha na rogit ket ho tilhad, gant aon na varvfec’h ha na teufe fulor a-enep an holl vodadenn. Ra ouelo ho preudeur, holl di Israel, abalamour d’an entanadur en deus enaouet an AOTROU.
Neuze e kouezhjont war o dremmoù hag e lavarjont: O Doue, Doue speredoù pep kig! Un den hepken en deus pec'het, hag e fulorfes a-enep an holl vodadenn?
Evel-henn he deus lavaret holl vodadenn an AOTROU: Petra eo an torfed-se hoc'h eus graet a-enep Doue Israel? Perak hoc'h eus en em zistroet hiziv diouzh an AOTROU en ur sevel un aoter evit enebiñ hiziv ouzh an AOTROU?
Akan mab Zerak, ha ne reas ket un torfed en ur gemer traoù lakaet da verz? Ha ne gouezhas ket fulor an AOTROU war holl vodadenn Israel? An den-se ne varvas ket e-unan evit e zireizhder.
Mibien Israel a dorras ar reolenn diwar-benn an traoù lakaet da verz. Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a gemeras diwar an traoù lakaet da verz, ha kounnar an AOTROU en em danas a-enep mibien Israel.
Israel en deus pec'het. Torret o deus va emglev am boa gourc'hemennet dezho, kemeret o deus diwar an traoù lakaet da verz, laeret o deus, lavaret o deus gevier, lakaet o deus anezho en o fakadoù.
Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc'hant dindan.
Mar doujit an AOTROU , mar servijit anezhañ, mar sentit ouzh e vouezh, ma n'oc'h ket disent ouzh gourc'hemenn an AOTROU , neuze an AOTROU ho Toue a vo dirazoc'h, c'hwi hag ar roue a reno warnoc'h.
Samuel a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, graet hoc'h eus an holl droug-se, koulskoude na zistroit ket diouzh an AOTROU , met servijit an AOTROU a holl galon.