Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 13:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

45 An den lovr hag a vo gouliet en devo e zilhad roget hag e benn en noazh; goloet e vo e varv hag e krio: Dic’hlan! Dic’hlan!

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 13:45
24 Referencias Cruzadas  

Ruben a zistroas d'ar puñs-glav ha setu, Jozef ne oa ket ennañ. Regiñ a reas e zilhad


Neuze Tamar a gemeras ludu war he fenn, hag a rogas he sae lieslivek a oa warni; lakaat a reas he dorn war he fenn, hag ez eas kuit en ur c'harmiñ.


Bez' e oa ouzh dor kêr pevar den lovr, a lavarjont an eil d'egile: Perak e chomfemp amañ betek ma varvimp?


Neuze Job a savas, hag e rogas e vantell, e touzas e benn, e kouezhas d'an douar, e stouas


Setu perak em eus euzh ouzhin, hag em eus keuz war ar poultr hag al ludu.


O Doue! Az pez truez ouzhin hervez da drugarez. Hervez braster da garantez, dilam va disentidigezh,


rak anavezout a ran va disentidigezh, ha va fec'hed a zo dirazon dalc'hmat.


En em dennit, en em dennit, it er-maez ac'hano! Na stokit ouzh netra dic'hlan! It kuit eus he c'hreiz! En em c'hlanait, c'hwi hag a zoug listri an AOTROU!


Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.


Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.


Gourvezet omp en hor mezh, ha goloet gant hon dismegañs! Rak pec'het hon eus a-enep an AOTROU hon Doue, ni hag hon tadoù, adalek hor yaouankiz ha betek hiziv, ha n'hon eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.


Ar roue hag e holl servijerien ne voent ket spontet pa glevjont an holl gomzoù-se, ha ne rogjont ket o dilhad.


Youc'hal a raed dezho: En em dennit! Dic'hlan! En em dennit, en em dennit! Na stokit ket! War dec'h, e oant o kerzhout amañ hag ahont, hag e veze lavaret e-touez ar broadoù: N'o devo ken chomlec'h ebet.


Hirvoud er sioulded, na zoug ket ar c'hañv evel ma vez graet d'an ordinal d'ar re varv, stag da dulban warnout, laka da votoù ouzh da dreid, na guzh ket da varv, na zebr ket bara ar re all.


Neuze e reot evel m'em eus graet, ne guzhot ket ho parv, ne zebrot ket bara ar re all,


Rogit ho kalonoù ha nann ho tilhad, distroit d'an AOTROU ho Toue, rak trugarezus ha truezus eo, gorrek da gounnariñ ha pinvidik e madelezh, ha keuz en deus da vezañ kaset glac'har.


Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar e vibien: Na zizoloit ket ho pennoù ha na rogit ket ho tilhad, gant aon na varvfec’h ha na teufe fulor a-enep an holl vodadenn. Ra ouelo ho preudeur, holl di Israel, abalamour d’an entanadur en deus enaouet an AOTROU.


un den lovr eo, dic’hlan eo. An aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Emañ e c’houli en e benn.


An hini a zo aberzhour-meur e-touez e vreudeur, a zo bet skuilhet war e benn eoul an oleviadur hag a zo gouestlet evit gwiskañ ar gwiskamantoù, ne zizoloio ket e benn ha ne rogo ket e zilhad.


Ar welerien a vo mezhek, hag an diouganerien a ruzio gant an dismegañs, an holl a c'holoio o barv, rak ne vo respont ebet a-berzh Doue.


Gourc'hemenn da vibien Israel kas kuit eus ar c'hamp kement hini lovr, kement hini en deus ur berad ha kement hini saotret dre ur marv.


Evel ma’c’h antree en ur vourc’h, e voe diarbennet gant dek den lovr en em zalc’he pell dioutañ.


Simon-Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d’an daoulin ouzh treid Jezuz hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec’her on.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos