Ra gouezho ar gwad-se war benn Joab ha war holl di e dad! Ra vo e ti Joab da viken un den bennak o kaout ur berad pe al lorgnez, pe oc'h en em harpañ war ur vazh, pe o kouezhañ dre ar c'hleze, pe o vezañ e diouer a vara!
Met an AOTROU a skoas war ar roue a voe lovr betek deiz e varv, hag e chomas en un ti en distro. Ha Jotam mab ar roue a voe e penn ti ar roue, hag e varne pobl ar vro.
Ar roue Ozia a voe lovr betek deiz e varv, hag e chomas en un ti en distro evel un den lovr, rak taolet e voe kuit eus ti an AOTROU. Jotam e vab a voe e penn ti ar roue, hag e varne pobl ar vro.
Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.
Jeruzalem he deus gwall bec'het, setu perak ez eo deuet da vezañ un heug. An holl re hec'h enore a zispriz anezhi, rak gwelet o deus he noazhder. Hi hec'h-unan a hirvoud hag a zistro he fenn.
Youc'hal a raed dezho: En em dennit! Dic'hlan! En em dennit, en em dennit! Na stokit ket! War dec'h, e oant o kerzhout amañ hag ahont, hag e veze lavaret e-touez ar broadoù: N'o devo ken chomlec'h ebet.
Breudeur, gourc’hemenn a reomp deoc’h en anv hon Aotrou Jezuz-Krist da bellaat diouzh pep breur a vev en dizurzh ha nann hervez ar gelennadurezh hoc’h eus bet diganeomp.
an tabutoù aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujañs-Doue un andon a c’hounid. Pella diouzh an dud-se.