Hag e voe lazhet ar Pask, hag an aberzhourien a rae sparfadur ar gwad degemeret digant daouarn al Levited, a zibezhie an aberzhoù.
Leviegezh 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv. |
Hag e voe lazhet ar Pask, hag an aberzhourien a rae sparfadur ar gwad degemeret digant daouarn al Levited, a zibezhie an aberzhoù.
Hag e lazhi an tourz. Kemer a ri e wad, hag e skuilhi anezhañ war an aoter hag en-dro dezhi.
evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.
Skuilhañ a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloù.
Hag e lavaras din: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu amañ ar reolennoù diwar-benn an aoter d'an deiz ma vo graet, evit ma vo kinniget loskaberzhoù ha ma vo sparfet gwad warni.
Lazhañ a raio anezhañ ouzh tu an aoter a zo en hanternoz dirak an AOTROU, hag an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
An aberzhour a dostaio anezhi d’an aoter, a friko dezhi he fenn, a lakaio anezhi da vogediñ war an aoter hag a skuilho he gwad ouzh bevenn an aoter.
Lazhañ a raio bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, hag e tougo e wad en diabarzh ar ouel. Ober a raio eus e wad evel m’en deus graet eus gwad ar c’hole, e sparfo anezhañ war al lec’h-a-drugarez ha dirak al lec’h-a-drugarez.
rak ene ar c’hig a zo er gwad. E roet em eus war an aoter d’ober dic’haou evit hoc’h eneoù, rak ar gwad eo a ra dic’haou evit an ene.
Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù.
Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet evel aberzh-dic’haouiñ el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù.
An aberzhour a lakaio gwad war gerniel aoter an ezañs a c’hwezh-vat a zo dirak an AOTROU e teltenn an engalv, hag e skuilho holl wad ar c’hole ouzh troad aoter al loskaberzhoù a zo ouzh digor teltenn an engalv.
Gant petra ez in dirak an AOTROU hag e stouin dirak an Doue Uhel-Meurbet? Hag ez in gant loskaberzhoù, pe gant leueoù bloaz?
Met ne zaspreni ket kentañ-ganet ar vuoc'h, na kentañ-ganet an dañvadez, na kentañ-ganet ar c'havr, ar re-se a zo traoù santel. Skuilhañ a ri o gwad war an aoter hag e lakai o lard da vogediñ, ur prof graet dre an tan e vo, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU.
Ouzhpenn, pep beleg en em zalc’h bemdez oc’h ober ar servij hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoù, na c’hellont morse lemel ar pec’hedoù kuit,
ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc’h eget hini Abel.
dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!